Bageerezh-dre-lien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ur vag dre lien a zo ur vag az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.
{{LabourAChom}}
Ur vag dre lien a zo ur vag az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.
Erlec'hiet int bet e-pad an 19vet hag an 20vet kanved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas.
Ar bigi dre lien a vez imlijet dreistholl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport.
An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar [[Gouel (bageal)|gouelioù]].'''
 
Ar bagoù
 
En Henamzer
 
Ar galeoù oa ar re anaveztañ. Implijet e oant gant ar Romaned. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezliñ pa veze ar Romaned er Mor Kreizdouar. Pa ne oa ket an avel a-du vat e veze lakaet ar sklaved da roañvaat.Met bez e oa galeroù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus bro-Ejipt betek Roma.
 
Er memes mare o doa ar Sinaïz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar jonk imlijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Asia. N'he deus ar jonk a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur sistem speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezetouzh ar peñseoù. Marco Polo en doa graet añv eus ar jonkoù en e kanevelloù beaj.
 
Er Grennamzer
 
Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e Mor an Norzh.
 
Ar c'harag a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar spanoliz e-pad an dizoloadegoù bras. Ar garavell a oa ivez implijet evit-se.
 
Bag ar Vikinget, an drakkar a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posubl dezho mont war ar meurvioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.
 
Ar flut,bet ijinet en 18vety kd gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.
 
An Azginivelezh
 
Ar garavell
Ar garavell a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15 kd evit arn dizoloeiñ Afrika, a oa bihan a-walc'h gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vizan. War ar garavell eo e oa Kristof Kolomb aet betek Amerika.
 
Ar c'halion
Implijet e Europa (e Bro- Spagn ar muiañ) e-pad ar 16vet ha 18vet kd, ur vag vrezeliñ eoa. Gant teir pe bemp gwern,e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavell (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar fourgadennoù (fregatoù) hag ar c'horvetennoù. al lestroù-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrel d'er c'halionnoù.
 
Etre an 18 hag an 19vet kd e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar brick, ar brigantin, ar c'houeletenn ha c'hoazh al loutr.
 
 
 
Ar bagoù a-hiziv
 
Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moian'zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe diouzh o gouetoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o imlij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).
 
Ar plankenn dre lien
Ar plankenn dre lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien otaget d'ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.
 
An driver
An driver'zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen.Bez' ez eus driverion disheñvel :
-a
 
 
 
 
 
 
[[cs:Plachetnice]]