Talvoudenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Un '''dalvoudenn''' (pe '''teul kred''') a zo un teul perc'hentiezh (kevrann) pe un teul dle (endalc'henn) skoueriekaet he ferzhioù hag he gwirioù (an talvoudennoù embannet...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 13 Mez 2008 da 08:24

Un dalvoudenn (pe teul kred) a zo un teul perc'hentiezh (kevrann) pe un teul dle (endalc'henn) skoueriekaet he ferzhioù hag he gwirioù (an talvoudennoù embannet a-gevret o deus an hevelep sammad merkel, a ro ar gwir da gaout an hevelep ranndalioù ha troc'hennoù, a zo feuriet war an hevelep linenn yalc'h, h.a.).

Perzhioù pennañ

An talvoudennoù postañ a zo kenwerzhus ha kevatalus, ar pezh a ro tro dezho da vezañ feuriet er yalc'hoù (anvet a dalvoudennoù) gant ma vo kaset da benn un argerzhadur degemer anvet « darbennidigezh er yalc'h ». Koulskoude n'eo ket feuriet an holl dalvoudennoù.

Enjederezh

Hervez ar steuñv jederezhel gall

Teulioù perc'hennet a-benn genel ur gounid war verr dermen eo an talvoudennoù postañ e Frañs.
An teulioù a za d'ober nebeutoc'h eget 10 % eus kevala an embregerezhioù, nemet e teufent da vezañ teulioù perzhiañ (klaviadoù arc'hantel).
An talvoudennoù postañ a vez enskrivet er c'hontoù d'o c'houst prenañ diwerzhekaet ma vez ret.

Hervez ar reoladoù IFRS (etrevroadel, IAS 32 ha 39)

Teulioù arc'hantel yalc'hel eo an talvoudennoù postañ hervez ar reoladoù etrevroadel.
Ar pal anezho a zo genel spletoù war verr dermen.
An talvoudennoù postañ a c'hell bezañ enskrivet er c'hontoù d'o gwerzh reizh (gwerzh a varc'had).

Dizanvezeladur an talvoudennoù gall

Ar braz eus ar broioù o deus degemeret un dizanvezeladur eus an teulioù feuriet er yalc'h, da lâret eo erlec'hiadur an teulioù korfel gant skriturioù er c'hontoù-teulioù meret ent elektronek.

O dizanvezeladur e Frañs a zever eus mellad 94-II al lezenn arc'hantañ evit ar bloavezh 1982, eus dekred 83-359 an 2 a viz Mae 1983 hag eus kelc'hlizher arverañ an 8 viz Eost 1983. Sevenet eo bet adalek ar 5 a viz Kerzu 1984. Talvezout a rae kement hag erlec'hiañ an teulioù korfel gant enskrivadurioù e kontoù an hanterourien en anv an dalc'herien.

An teulioù korfel a zlee neuze bezañ daskoret d'an embannerien. Koulskoude int chomet a zegasadenn vat dindan o stumm bev betek an 3 a viz Mae 1988. An teulioù nann ginniget da vezañ dizanvezelaet d'an deiziad-se a zo bet gwerzhet ha lakaet o froduad gwerzh e dorn o ferc'hennien e-pad 30 vloaz.

Dizanvezeladur an teulioù a aesa mererezh stlennekaet ar fiziadoù teulioù koulz hag an oberiadennoù eskemm er yalc'hoù. Ar braz eus ar yalc'hoù a ra bremañ gant ar feuriadur elektronek.