Heinrich von Kleist : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Heinrich von Kleist '''Heinrich von Kleist''' (Frankfurt-Oder 18 a viz Here 1777 – 21 a viz Du 1811) a zo ur skrivagner hag u...
 
Linenn 3:
 
== E vuhez ==
[[Skeudenn:Heinrich-von-kleist grab.JPG|thumb|left|Bez de Kleist]]
Kleist a voe ganet en ur familh soudarded. Studiañ a reas e [[Frankfurt-Oder]] betek mont en arme e [[1792]]. E [[1793]] e kemeras perzh e emgann hag e kaeladur [[Mainz]]. Beajiñ a reas en Europa hag e skrivas meur a bezh-c’hoari, hini ebet anezho a voe leurenniet e-keit ma voe bev. Kazetennoù lennegezh a grouas ivez, berrbad an holl anezho.
Soñjal a reas d’ar C’hallaoued e oa Kleist ur spier, ha bac’het e voe e-pad meur a viz e kreñv-lec’h Joux e [[1807]]. Ur c’hwitadenn e voe e bezh-c’hoari diwezhañ anvet ''Prinz Friedrich von Homburg’’ hag en em zistrujas er '[[Pfaueninsel]]'' (enezenn ar pauned, lenn [[Wannsee]], nepell eus [[Potsdam]]) e [[1811]] goude bezañ tennet war e vignonez [[Henriette Vogel]] (ur c’hign-bev he doa).