Morskoul : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ma fennad kentañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 C'hwe 2006 da 17:37

Patrom:Peurunvan

Morskoul

Daou vorskoul
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Ciconiiformes (Sibley)
Kerentiad : Sulidae
Genad : Morus
Anv skiantel
Morus bassanus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Un evn mor bras eo ar morskoul (Morus bassanus pe Sula bassana).

Doareoù pennañ

Ul labous brav eo, gwenn-splann e bluñv, ha melen e benn hag e c’houzoug, da vare ar gouennañ. Glas-sklaer eo e zaoulagad, gant liv du tro-dro. Du eo e bavioù ha begoù e zivaskell. Etre 165 ha 180 cm eo e hed-eskell, hag etre 87 ha 100 cm hed e gorf pa vez echu e gresk gantañ. N’eus ket a gemm etre ar pared hag ar parezed. Teñval e vez ar re yaouank, er bloavezh kentañ ha sklaeraat a reont tamm ha tamm da c’houde. A-benn pemp bloaz e vezont gwenn-holl.

Annez

 
Takadoù annezet ganto

Neizhiañ a reont e lodenn hanternoz ar Meurvor atlantelhag e Mor an Hanternoz. Annezañ a reont e reter Kanada, e aber ar Sant Laorañs hag en Douar-Nevez, hag en Europa : e Breizh-Veur, en Iwerzhon, e Breizh, e Norvegia hag en Island. N’eus nemet ul lec’h e Breizh ma vezont o neizhiañ, ar Jentilez. Goude mare an neizhiañ ez eont da c’hoañviñ war aodoù morioù tommoc’h, evel Pleg-mor Mec’hiko pe ar Mor Kreizdouar.

Neizhiañ a reont, stok-ha-stok, war ar c’herreg bras hag an inizi. Chom a ra ar par gant an hevelep parez e-pad meur a vloaz. Heverk eo o doareoù e-pad ar paradur : stouiñ an eil dirak egile, frotañ o figos, astenn-diastenn o fenn hag o divaskell. Sevel a reont o neizh gant bezhin, man, kinvi ha geotennoù. Ennañ e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 6 sizhun.

Boued

En em vagañ a reont diwar besked. Pesked bihan a vez paket ganto : brizhilli, harinked, talaregeg pe stioganed. Pa vezont o pesketa e nijont uhel en oabl ha splujañ trumm, eeun-tenn, e-kreiz ar bankadoù pesked. Barrek e vezont da nijal, gant o divaskell kreñv, ha da neuial dindan an dour, gant o favioù palvezek. Amparfal e vezont war an douar, avat.

Traoù all

War-gresk ez a an niver a vorskouled e Breizh adarre. Miliadoù anezho a vez o neizhiañ war enez Riouzig (Jentilez)bremañ, pa vez gwarezet o gouenn, met en amzer dremenet e oa kalz nebeutoc’h anezho ha darbet e oa bet dezho mont diwar wel en hor bro.

Levrlennadur

  • (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984

Liammoù diavaez


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.