Skolvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
==Ar sonerien==
 
=====Gilles Le Bigot, soner [[gitar]]=====
O tont eus [[Sant-Brieg]] (22) emañ. Kregiñ a reas da c'hoari e 1972 da 13 vloaz. E 1975 eo e krogas gant ar festoù-noz, o tañsal da gentañ hag o seniñ war-lerc'h gant ar strollad [[Galorn]] (1978). Abaoe 2002, ez eo kroget Gilles da grouiñ e donioù.
 
=====Youenn Le Bihan, soner piston, bombard ha binioù=====
Soner ganet e [[Erge-Vras]] e 1954. Kregiñ a reas da seniñ bombard yaouank-tre e [[Bagad Kemper]]. Kemer a reas perzh er strollad [[Gwerz]], krouet e 1981. Kelenner sonerezh eo ivez. Hemañ a grouas Skolvan e 1984. Krouiñ a reas e l983 ur benveg nevez : ar "[[Piston]]". Ar benveg-mañ a zo bet krouet diwar [[hirvombard]] ar sonerezh [[barok]].
 
=====Bernard Le Dreau, soner sakso=====
Bernard Le Dreau a grogas e studioù sonerezh e 1967. E 1979, e zeuas e-maez eus an « ENM » e Brest gant e ziplomoù. Er bloavezhioù 90, e krouas un triad « The Shkers » gant Kevin Wright (gitar) hag Pikey Butler (kan ha gourrebed-boud).
E 1995, ec'h enrollas gant tud brudet eus Breizh evel Georges Jouin, Sirius, Didier Squiban... E-pad enrolladenn « Brest 96 » eo e kejas gant sonerien hengounel evel Jean-Michel Veillon pe Gilles le Bigot. Eñ eo a bedas anezhañ da vont e strollad Skolvan.
 
=====Dominique Molard, soner binvioù stekiñ=====
Kelenner e teu da vezañ Dominique Molard e skol sonerezh Douarnenez, ur pennadig war-lerc'h ez eas muioc'h war-zu ar binvioù stekiñ.
En deiz a hiziv e aoz stajoù...
O c'hoari barzh strolladoù sonerez brudet evel Skolvan, e c'hoari gant meur a venveg : taboulin sklaer pe tabla indian, eus an derbouka betek ar bodhran en ur dremen dre ar « bones » e bambou pe ar balafon hag ar « stell drum »…
 
=====Loig Troël, soner akordeoñs=====
Ganet d'an 21 a viz gouere 1980 e Brest e-barzh ur familh sonerien, e dizoloas Loig Troël an akordeoñs diatonek war dro peder bloaz. E 1986, e c'houzañvas ur gwalzarvout grevus gant an auto. E dorn gleiz diposubl da implijout e kendalc'h memeustra da labourat e akordeoñs gant e dorn deou epken.
E 1996, e gounezas priz an akordeoñs diatonek e Kan ar Bobl.