Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
a-du
Kelc'hgeriadur kentoc'h
Linenn 14:
* Mat, war a seblant ez eus un toullad tud na vefent ket direnket evit cheñch anv. Dam' soñj e vo mat aozañ un votadeg evit lakaat sklaer an traoù rak ur ger kreiz eo. '''Kelc'hgeriadur''' eo an termen zo bet graet gantañ e-pad bloavezhioù gant [[Skol-uhel ar Vro]] pa oa ur raktres kelc'hgeriadur ganto er [[bloavezhioù 1980|bloavezhioù 80]]. Setu perak en deus graet ar ger-se e damm hent e bed ar vrezhonegerien ha n'eo ket souezh eta e vije bet graet gant ar ger-se e penn-kentañ ar wiki. N'eo ket bet degemeret Kelc'hgeriadur gant an Here en deus kavet gwell dibab an termen '''holloueziadur'''. N'on ket a-enep distreiñ war an dibab kentañ bremañ m'eo echu gant ar brezel droch zo bet oc'h ober e reuz e deroù ar wiki brezhonek. Ma vije divizet cheñch avat e c'houlennfen a-walc'h digant an holl kemer perzh el labour bras a vo ezhomm da gas da benn evit reizhañ an termen-mañ e pep lec'h er wiki rak kantadoù a venegoù eus an termen kelc'hgeriadur zo bremañ, dreist-holl er pajennoù skoazell hag en etrefas. Ret e vo kavout unan da reizhañ skeudenn al logo ivez. N'eo ket ur cheñchamant dister a c'houlenner aze ha n'em befe ket c'hoant bezañ ma-unan o reizhañ ar c'hraf-mañ war-lerc'h. Mat e vije da [[Implijer:Ch. Rogel|Ch. rogel]] reiñ e soñj ivez rak moarvat e oa deuet an termen gantañ er penn-kentañ --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 18 C'hwe 2006 da 12:15 (UTC)
*Ouzhpenn miz 'zo eo bet graet ar c'hinnig-se gant [[Implijer:Llydawr|Llydawr]] hag hervez ar mod eo echu ar vreutadeg, poent eo digerin ar votadeg bremañ. Seul abretoc'h e vo graet ar cheñchamant, seul nebeutoc'h a labour a vo. Mat eo din sikour da zegas kemmoù d'ar pajennoù a c'hellin diraez. Gallout a rin ober war-dro skeudenn al logo ivez.--[[Implijer:Yun|Yun]] 23 C'hwe 2006 da 11:03 (UTC)
* Skrivet en deus [[Implijer:Fulup|Fulup]] m'am boa implijet kelc'hgeriadur e penn kentañ ar Wikipedia brezhonek. War an talbenn n'on ket evit e nac'hañ. N'on ket a-du evit holloueziadur peogwir ne welan ar ger estreged geriadur an Here. Daoust hag eñ e vez implijet ingal e lec'h all? Nag e-barzh Bremañ, nag e-barzh Al Liamm, nag e-barzh Hor Yezh. D'am soñj eo d'ar Wikipedia kadarnaat an implij ha nompas krouiñ anezhañ. Direnket e vefen diwar an dra-se. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 23 C'hwe 2006 da 23:09 (UTC)
 
 
 
<center><big>VOTADEG</big></center>
<center><big>Degemer an termen '''Holloueziadur''' e-lec'h '''Kelc'hgeriadur'''</big></center>
<center>''Sinit gant peder zildenn'' pe klikit war ar voestig-sinañ (an eil diwezhañ)</center>
 
 
Linenn 28 ⟶ 30:
 
'''A-enep'''
* --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 23 C'hwe 2006 da 23:09 (UTC)
 
[[Rummad:Kendivizoù reolata]]