Anne Bonny : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
== He yaouankiz ==
Anne Cormac eo hec’h anv gwir. Laeradenn William Cormac, (prokulor) hahag e vatezh eo. Pa voe dizoloet an dra-se e rankas William Cormac hag e verc’h kuitaat [[Iwerzhon]], ha mont da repuiñ e [[Charleston]] ([[SUA]]). Eno e prenas ur blantadeg hag e teuas da vezañ pinvidik.
E [[1710]] e voe klevet kaoz eus Anne evit ar wech kentañ, el levr ''A General History of the Pyrates'' savet gant [[Daniel Defoe]] (embannet e [[1724]] dindan an anv-pluenn Kabiten Charles Johnson). Taolennet eo-hi evel ur paotrig 13 vloaz anezhañ, blev ruz troc’het berr, ur penn lous ha dilhad digempenn.
Lavaret e vez he dije kontellataet ur mevel pa oa-hi 13 vloaz. War-dro pemp bloaz goude e klever kaoz anezhi c’hoazh : hec’h amzer a gasje en tavarnioù gant morlaeron. Lavaret e vez he dije diwisket he mestr armoù en ur implijout he c’hleze.