Romant : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Gant Madeg eo aet ar maout e jampionad ar romantourien
Liammoù
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
Ar '''romant'''où a zo [[skridoù]] [[faltazi]] (pe [[faltazienn]]où) e [[komz-plaen]] ha meur a [[ranndanevell]] enno. Savet e vez ar romantoù gant ar romantourien. Perzh ar [[komz-plaen|c'homz-plaen]] a seblant bezañ an hini pouezusañ pa 'z eus oberennoù e komz-plaen berr a reer [[danevell]]où (kevellennoù a zo ur ger rouesoc'h) eus outo. Romantoù berr int, met lod a [[skridvarnerezh|skridvarnourien]] o deus klasket termeniñ reolennoù dibar a vije gant [[gennad lennegezh|gennad]] an danevell. Ur gennad [[lennegezh]] gwall bleustret eo ar romant ken ez eus meur a seurt anezhañ. Isgennadoù pe gennadoù e-barzh ar gennad int (ar [[romant karantez]], da skouer).
 
Bez e c'heller kavout romantoù ha n'int ket evel-se pa n'eus kalz a draoù ijinet en ur [[romant istorel]] pe pa vez lakaet e [[gwerzenn]]où ([[Eujen Onegin]] gant [[Aleksandr Pouchkin]]). Islinennet eo bet ivez gant ar skridvarnour [[rusia]]n [[Mic'hail Bac'htin]] e vez implijet meur a [[live yezh]] en ur romant (live uhel, live poblel, teknikel, lezennel hag all).
 
Kavet e vez gennad ar romant er [[bed]] a-bezh ha pa n'en deus ket gwir romantoù en [[Europa]] a-raok an [[12vet kantved]], savet o deus bet ar [[romant sinaek|Sinaiz]] hag ar [[romant japanek|Japaniz]] romantoù hir e kantvedoù kentañ ar maread kristen. Un afrikan, [[Lukius Apuleius Theseus]], en deus savet un hir a [[meurzanevell|veurzanevell]] e [[latin]], "an [[Treuzfurmadurioù]]" (anvet "an Azen aour" ivez) war-dro [[160]], kuit d'e oberenn bezañ e [[gwerzaouriezh|gwerzennoù]], a zo gwelet evel diaroger an [[hengoun]] kornogel.
 
==Orin ar ger==
E [[Bro-C'hall]] e veze savet oberennoù ''romanice'' (e doare ar [[Henroma|Romaned]] = e [[latin]] ) e kreiz ar grennamzer. Pelloc'h e teuas ar ger da venegiñ oberennoù e [[galleg]], ar re-se romantoù peurvuiañ. (Geriadur Albert Dauzat). An ""''t'' brezhonek a seblant bezañ roudenn ar "c" latin.
 
==Romant e brezhoneg==
Linenn 15:
Adembannet eo bet gant ar[[ Kreizenn enklask ha studioù keltiek]] dindan renerezh hag aozerezh [[Yves Le Berre]].<br>
Ar romant savet e brezhoneg hag embannet dindan stumm ul levr evit ar wech kentañ a zo bet ''[[Emgann Kergidu]]'' gant [[Lan Inizan]] ([[1872]]).<br>
P'en deus embannet ? romant eo [[Mikael Madeg]] (1950-) an [[oberour]] brezhoneger hag en deus produet ar muiañ evel romantoursaver romantoù hir. N'eus ket a skrivagnerien vrezhonek a vicher ha ne c'hell ket an oberourien sevel kalz oberennoù hir e-doug o buhez. An danevelloù, o vezañ m'eo ur gennad skrid berr a zo bet produet e-leizh, met chom a ra an darnvuiañ anezho embannet e kelaouennoù[[kelaouenn]]où hep mont d'ober teskadoù[[teskad]]où dindan stumm ul levr.
 
==Isgennadoù ar romant==
Linenn 23:
*[[romant-kazetenn]]
*[[romant istorel]]
*[[romant polis]] pe [[''romant dre-wall-biv]]''
*romant [[skiant-faltazi]]
*[[romant troioù-kaer]]