Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
"Ya! pe Ya !" ?
Linenn 1:
[[Skeudenn:job.jpg|right]]
'''Job an Irien''' zo ur beleg leonat hag ur skrivagner brezhonek. Skrivañ a ra e-barzh ''[[Ya !]]'', ''"[[Le progrès de Cornouaille]]"'', ''"[[Courrier du Leon]]"''. Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek [[1982]] en doa skrivet kalz er ''[[Bleun Brug]]'', aet da get. Klevout a reer anezhañ er skingomz "[[RCF Rivages]]" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra pirc'hinajoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez: torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (''Ar Marh-dall, War warh ar mor)'', hag evit ar vugale ''(Klask a ran, Dremm an Aotroù...)''. Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet [[ti embann Minihi Levenez]]). Prezidant ar gevredigezh [[Minihi Levenez]] eo.
 
Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù [[Diwan]] Penn-Ar-Bed hag el lise [[Diwan]].