Kontelezh Flandrez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: hu:Flandria, la:Flandria Tennet: en:County of Flanders
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
E dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa Flandrez ur vro annezet-stank, e-keñver ar broioù all en Europa, gant kêrioù evel [[Gent]], [[Brugge]] pe [[Ieper]] a veve diwar labour ha kenwerzh ar gloan dreist-holl.
 
E dibenn an {{IXvet kantved}} e voe stummet kontelezh Flandrez gant douaroù a oa a-hed ar mor etre [[Brugge]] ha [[Saint-Omer]]. Ar roue gall [[Philippe Auguste]] a glaskas lakaat e grabanoù warni en {{XIIvet kantved}}. Da neuze e voe rannet he douaroù : ul lodenn vras anezho a voe staget ouzh Bro-C'hall, tra ma oa stag re all ouzh kontelezh [[kontelezh Hainaut]] ha re all c’hoazh e kontelezh [[Zeeland]].
 
Met kontelezh Flandrez a zeuas a-benn da chom dizalc’h diouzh ar rouaned gall. Kêrioù Flandrez pinvidikoc’h-pinvidikañ d’ar c’houlz-se a zeuas a-benn da argas an armeoù gall, ha trec’h e voent en [[Emgann ar C'hentroù Aour]] ([[11 Gouere|11 a viz Gouere]] [[1302]]), e-kichen [[Kortrijk]]. Bleuniañ a reas kenwerzh Flandrez e-pad ur c’hantved c’hoazh, met mont a reas d’an traoñ tamm-ha-tamm, abalamour d’ar [[bosenn|vosenn]], d’ar [[Brezel Kant Vloaz]] etre [[Bro-C'hall]] ha [[Bro-Saoz]] ([[1338]]-[[1453]]) ha da gevezerezh gwiadoù Bro-Saoz. Kalz a wiaderien eus Flandrez a guitaas o bro da vont da Vro-Saoz da vevañ en amzer-se.