Luigi Buonaparte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
Fall e troas an traoù e [[1809]] pa zilestras ar Saozon en [[enez Walcheren]] ha pa voe kemeret gante kreñvlec'h [[Bath]], ha digor an hent dirake trema porzh bras [[Antwerpen]]. Dont a reas Luigi a-benn da herzel an armeoù saoz, a eas da fall gant an derzhienn, hag adkemer a reas ar c'hreñvlec'h zoken. Met lavarout a reas Napoleon e oa un den divarrek, dre m'en doa nac'het outañ aozañ ar servij soudard dre ret war zigarez ne oa pezh a felle d'ar bobl, hag abalamour da se emezañ, e oa bet aloubet an Izelvroioù gant ar Saozon.
 
Klask a reas Napoleon lubaniñ e vreur o kinnig dezhañ bezañ roue e [[Spagn]], met nac'h a reas Luigi. Neuze e tivizas an impalaer kemer ar galloud e-unan. En hañvezh [[1809]] e c'hourc'hemennas da Luigi dont da Bariz. Eno, goude mizvrezhioù o tabutal, e rankas sinañ un emglev a roe da Vro-C'hall kreisteiz e rouantelezh. En [[1810]] e tistroas Luigi da Holland . Nebeudik goude e krogas an armeoù gall da laoubiñ kêrioù kornok ar vro. Neuze e komprenas e oa kollet an abadenn. Hep goulenn aotre e vreur bras e tilezas ar gurunenn, a roas d'e vab yaouank, [[Napoléon-Louis- Bonaparte]], hag e tec'has da [[Vienna]]. Neuze e voe staget Holland ouzh an Impalaeriezh c'hall.
 
==Gwreg ha bugale==
Linenn 50:
 
==Liammoù diavaez==
{{commons|Louis Bonaparte|Louis Bonaparte}}
 
 
 
(diechu)
{{DEFAULTSORT:Bonaparte, Louis}}
[[Rummad: istor an Izelvroioù]]