Bianca Maria Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
==He buhez==
Ganet e oa Bianca Maria Visconti e-kichen [[Settimo Pavese]], d'an 31 a viz Meurzh 1425. Merc'h bastardez e oa da Filippo Maria Visconti, dug Milano, diwezhañ Visconti a renas e Milano, ha da Agnese del Maino (Agnès du Maine gant ar C'hallaoued), an hini nemeti a voe karet biskoazh gant an den abaf ma oa Filippo.
[[Image:Francsesco Sforza.jpg|thumb|left|220px|He gwaz, Francesco Sforza.]]
Agnese a oa merc'h da Ambrogio del Maino, un den uhel a gêr Milano. Dimezell e oa Agnes gant gwreg Filippo, Beatrice di Tenda. Ur verc'h all o doe, Caterina Maria pe Lucia Maria, ganet e Settimo ivez, e 1426, met mervel a reas prestik goude bout ganet.
 
D'he c'hwec'h miz e voe kaset Bianca Maria hag he mamm d'ur c'hastell a oa en Abbiate, ma oa bet kempennet ul lec'h eus ar bravaén dezho da chom. Alies e teue an dug da Abbiategrasso, ha souezhet e veze gant temz-spered Bianca Maria .
 
En Abbiategrasso e tremenas bugaleaj ha krennoad Bianca Maria hag eno e voe skoliet mat. Levrioù e-leizh a oa: an oberennoù latin klasel, romantoù e provaénseg ha galleg, levrioù skiant, kenkoulz evel skridoù en italianeg ar bobl , gant skrivagnerien toskanek dreist-holl. Evel he zad e kare ar c'hezeg ha chaseal war varc'h.
 
[[Image:Francsesco Sforza.jpg|thumb|leftright|220px|He gwaz, Francesco Sforza.]]
 
==Lennadurezh==
*{{it}} Daniela Pizzigalli, ''La signora di Milano: Vita e passioni di Bianca Maria Visconti'', Rizzoli 2000