Makuria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: en:Makuria
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Gounezet e oa bet d'ar feiz gristien e fin ar {{VIvet kantved}} met aloubet e voe [[Egipt]] gant al luioù islamat ha dispartiet e voe ar vro eus peurest ar bed kristien. Ul lu arabat a aloubas anezhañ e [[651]] met faezhet e voe ha sinet e voe ur feur-skrid, [[baqt]] e anv. Goude-se e padas ar peoc'h betek an {{XIIIvet kantved}}. E-pad ar marevezh-se e vrasaas Markuria. Stagañ a reas e amezeg an norzh, [[Nobatia]] e-pad an aloudabeg arabat pe e-pad ren ar roue [[Merkurios]].
 
Goude an {{XIIIvet kantved}} e krogas ar rouantelezh da ziskarr abalamour da drubuilhoù diabarzh ha da aloudabegoù egiptat. Fontañ a rae er {{XIVvet kantved}} ha skrapet e voe e dachenn gant meuriadoù kantreat.
 
==Andonioù==
[[Image:Old Nubian manuscript.jpg|Right|250px]]
An hini gwellañ anavezet eus ar rouantelezhioù nubiat eo Makuria met bez ez eus kalz traoù n'ouzer ket diwar-he-fenn. An andon pennañ a geleier a-zivout hec'h istor a zo danevelloù ar veajourien arabat a weladennas ar rannvro e-pad ar prantad-se. Kalz kudennoù ez eus gant ar re-se rak ne blije ket dezho o amezeien gristien hag o skridoù a ro ur pouez re vras d'ar bec'hioù etre Makuria hag [[Egipt]]