Karn Barnenez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
E [[1807]] e oa bet graet anv eus ar [[krugell|grugell]] er [[kadastr napoleonek|c'hadastr napoleonek]], euze e [[1850]] e-kerzh un emvod skiantel gant maer kumun [[Plouezoc'h]]. Ne voe ket a-walc'h da wareziñ ar monumant a voe diveinet ar [[karn|c'harn]] kentañ gant un embreger e-pad an [[XXvet kantved]]. Harzet e voe e [[1955]] gant an aotrouniezh pa oa o vont da zistrujañ an eil.
 
Unnek [[daol-vaen|taol-vaen]] a'z a da ober ar [[karn|c'harn]], hag e-se kement a [[kambr obidel|gambroù obidel]]. Peurgoloet eo dek anezho. Evit mont e-barzh ez aer dre un trepas mein sec'h, etre 7 ha 12 metr a hirder dezhañ, goloet gant daroù a-led. Pep trepas a zigor ouzh ar [[gevred]].
 
Hirder : 72 metr.
Ledander : Etre 20 ha 25 metr.
Uhelder : 9 metr.
Ec'honder : Etre 6500 ha 7000 metr karrez.
Pouez : Etre 12000 ha 14000 tonenn.
 
Kinklet eo pep pezh gant arouezioù bivioù, armoù ha loened. Gwelout a reer ivez ar furm U war ar speurennoù meur a wezh.
 
Neubeut a dra a zo bet kavet e-kerzh ar [[furchadennoù]], hogen liesseurt int. Bez' ez eus en o zouez [[laonenn bouc'hal lufret|laonennoù bouc'hili lufret]] ha [[bag bir|begoù biroù]] [[sileks]].
 
 
[[Rummad:ragistor Breizh]]