André Markowicz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''André Markowicz''' zo un troour a vicher diwar ar ruseg (pe ar ''rouseg'', evel a weler skrivet gantañ). Troet en deus oberennoù Tchec'hov ha Dostoievski d'ar [[gall...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 13 Gou 2008 da 12:52

André Markowicz zo un troour a vicher diwar ar ruseg (pe ar rouseg, evel a weler skrivet gantañ). Troet en deus oberennoù Tchec'hov ha Dostoievski d'ar galleg, ha kenlabouret en deus gant Yann Varc'h Thorel ha Kouli Gedez da dreiñ un nebeud oberennoù rusek d'ar brezhoneg, embannet holl e peurunvan. Gerioù nevez, deuet eus Preder pe fardet gant Kedez, a gaver ivez er skridoù.

Dimezet eo da Françoise Morvan a ra brezel d'ar gerioù nevez pa vezont e brezhoneg, ha d'ar peureunvan, ha d'ar brezhoneg dre vras.

  • Fiodor Dostoievski, Hunvre un den lu, troet diwar ar rouseg gant Andre Markowicz ha Yann Varc'h Thorel, Embannadurioù an treizher, 15 straed François-Louis Blons, 22 260 Plouzeniel, 2006.