Bastard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''bastard''' zo un den ganet e-maez ar briedelezh. En istor ar sevenadur kristen, met a-raok ivez, e veze dismegañset ar '''vesterd''', ha n'o doa ket kement a wirioù hag o breudeur ganet er briedelezh.
 
==Bastarded e-touez ar briñsed==
E lezioù zo, er Grennamzer evel en [[Azginivelezh]], e veze savet bugale ar rouaned hag ar briñsed mesk-ha-mesk, daoust d'an [[Iliz]], a gondaone an [[avoultriezh]].
Kement-se zo gwir evit lez [[Frañsez II]], dug [[Breizh]], e [[Naoned]], evel hini priñsed [[Italia]] evel [[Medici]] [[Firenze]], pe hini ar roue gall [[Loeiz XIV]].
 
==Tud==
Bastarded brudet zo bet, evel
*[[Karl Martel]].
*« '''Gwilherm ar Bastard''' » , a oa anv [[Gwilherm II Normandi]].
 
 
Un anv-tiegezh eo ivez. Anaout a reer
*''Bastard, tad ha mab'', kanerien er festoù-noz e kanton [[Kallag]] e dibenn an XXvet kantved
 
==Sterioù all==
*Eus ul loen ha n'eo ket glan a ouenn e lavarer ivez ez eo ''bastard''.
*''Lizher bastard'' a reer eus ul ''lizher dizanv''.
 
==Lennegezh==
Niverus eo ar vesterd el lennegezh.
*[[Bilzig]] zo lakaet da vastard, ha lavaret e vez eo bet ''beuzet e dad e stank ar vilin-avel''.
*''Le Bâtard de Mauléon'', romant istorel gant [[Alexandre Dumas]]
*"Bastard", un danevell gant [[Erskine Caldwell]]
 
==Gerioù deveret==
*Bastardiñ
*Bastardiezh: stad ar bastard
 
 
 
[[Rummad:Tiegezh]]
 
[[de:Bastard]]
[[en:Bastard]]
[[es:Bastardo]]
[[it:Bastardo]]
[[nl:Bastaard]]
[[ru:Бастард]]
[[uk:Бастард]]
[[fr:bâtard]]