Lotar Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Lotar Iañ''' (795 - † [[29 a viz Gwengolo]] 855), a oa mab d'an impalaer [[Loeiz an Deol]], ha breur da [[Karl Voal|Garl Voal]], a voe impalaer ar C'hornog eus 840 betek 855.
 
Dimeziñ a eure da [[Ermengarde Teurgn]], merc'h da [[Huon Elzas]], kont [[Teurgn]], ha tri mab o doe .
 
==Istor==
E 814 e voe roet dugelezh Bavaria dezhañ gant e dad Loeiz an Deol. E 817 e voe embannet an « Ordinatio imperii » gant Loeiz, diskleriet enni e oa Lotar ar pennhêr.
 
Bec'h a savas pa intañvas Loeiz. Addimeziñ a reas da [[Judit]] a c'hanas ur mab, Karl, a vo anvet [[Karl Voal]]. Adalek neuze e reas he seizh gwellañ da glask lakaat he mab da impalaer.
 
Kaset e voe Lotar da Italia, ma kemeras kurunenn roue al [[Lombarded]] e 820 ha diazezañ e lez e [[Pavia]]. D'ar [[5 a viz Ebrel]] 823 e voe sakret kenimpalaer e Roma gant ar pab [[Paskal Iañ]].
 
Pa fellas da Loeiz kemm an divizoù diwar-benn an impalaeriezh da reiñ e lod da Garl e trenkas ar soubenn hag en em savas Lotar a-enep e dad. Emglev a reas gant e zaou vreur, [[Loeiz ar German]] ha [[Pepin Iañ Akitania]], ha distroadet e voe Loeiz gante dre ziv wech, e 830 hag e 833, met dre ziv wech e rankas reiñ ar gurunenn en-dro d'e dad.
 
Pa varvas Loeiz e 840 e chomas Lotar e-unan evel impalaer. Nemet neuze ne fellas ket d'e zaou vreur, Loeiz ar German ha Karl, e anavezout evel impalaer ken.
 
<!-- Lothaire Ier tente alors d'envahir leurs États, mais ceux-ci se liguent contre lui et, en juin 841, le battent à Fontenay-en-Puisaye dans l’Auxerrois. Le 14 février 842, les deux vainqueurs renforcent même leur alliance par les serments de Strasbourg. L'année suivante, ils lui imposent le traité de Verdun qui lui permet de conserver le titre impérial, et lui octroie un domaine long et étroit allant de la Mer du Nord au sud de Rome.
 
Peu de temps avant de mourir en 855, Lothaire Ier abdique pour aller s’enfermer dans l’abbaye de Prüm. Avant d'y mourir, il a soin (traité de Prüm) de partager son empire entre ses trois fils : Louis reçoit le royaume d’Italie avec le titre d’empereur, Charles la Provence jusqu’à Lyon, et Lothaire II le reste, toute la partie nord de l'empire, de la Frise à la Suisse. Ce dernier domaine va s'appeler la Lotharingie, nom issu du latin Lotharii Regnum, le royaume de Lothaire. À la fin de sa vie, il comble les abbayes de Murbach, de Lièpvre, d'Erstein, de Saint-Étienne à Strasbourg et de Munster.-->