Poc’han : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 26 C'hwe 2006 da 21:40

Patrom:Peurunvan

Poc’han

Ur poc’han boutin
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Charadriiformes
Kerentiad : Alcidae
Genad : Fratercula, Lunda
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar ger poc’han (boc’han, poc’hanig) a ya da envel meur a evn mor eus ar c’herentiad Alcidae, dreist-holl re ar genad Fratercula (d.l.e. breur bihan e latin, un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.

Meur a spesad a c’heller digemmañ :

  • Fratercula arctica (Poc’han boutin)
  • Fratercula corniculata (Poc’han kornek)
  • Lunda cirrhata (Poc’han bouc’hek)

Ar poc’han boutin eo an hini anavezetañ.

Doareoù pennañ

Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e bigos tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet peroked-mor. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv. Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz. Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.

 
Ur poc’han boutin

Gant o divaskell berr met kreñv e nijont izel a-us ar mor. Pa vezont o neuial dindan an dour ez implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.

 
Poc’haned e Norvegia

Annez

Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just. Neizhiañ a reont en Island, e Bro-Skos, e Skandinavia, en Douar-Nevez ha pelloc’h c’hoazh en hanternoz e Meurvor Arktika (Greunland, Svalbard). War douar-bras Europa e ouennont war aodoù hanternoz Breizh, evel da skouer en enez Eusa pe er Jentilez. Sevel a reont o neizh stok-ha-stok, war grec’h an tornaodoù. Neizhiañ a reont alies e garidennoù toullet ganto en douar pe e douarennoù konikled dilezet. Chom a ra ar par gant an hevelep parez a-hed e vuhez. En neizh e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 5 sizhun.

Boued

Evel kalz a evned mor eus ar c’herentiad Alcidae, en em vagont diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto en ur splujañ, en donvor. Boueta a reont o flog diwar pesked bihan evel talareged pe gliziged. Barrek eo ar poc’haned da zerc’hel kalz a besked war un dro, a-dreuz en o figos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a vez war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o flog.

Levrlennadur

  • (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984

Liammoù diavaez

Gwelet ivez