Lotar Arle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Liammoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Lotar Arle''', pe '''Lotar II Italia''', ([[926]]/[[928]]&ndash;[[22 a viz Du ]] [[950]]), a oa ur priñs [Franked|[frank]], [[mab]] da [[Huon Arle]], hag a voe roue [[Italia]] <ref>Kenroue e oa gant e [[tad|dad]] adal 931.</ref>eus 945 (pe 948?) betek e varv e [[950]].
 
 
==E vuhez==
Dre e dad, Huon Arle a oa kont [[Provañs]] ha deuet da vout [[roll rouaned Italia|roue Italia]], e tiskenne eus ar roue [[Boson]]. E vamm a oa ur [[Franked|Frankez]] eus [[Alamagn]], anvet ''Alda'' pe ''Hilda''.
 
Dimezet e voe e [[931]], hag euredet d'an [[12 a viz Kerzu]] [[937]] da [[Adelaid Bourgogn]], [[priñs]]ez a 15 vloaz<ref>[[Odilon Cluny]] an hini a lavar e oa "en he c'hwezekvet bloaz" pa zimezas.</ref>, [[merc'h]] da [[Rodolf II Bourgogn]] ha [[Berta Swabia]], brudet da vezañ eus ar speredekañ. Graet e oa an [[eured]] evit plaenaat an traoù etre [[Bourgogn]] ha [[Provañs]]. <ref>E 933 e tilezas Huon Arle e rouantelezh (Provañs) gant e enebour kozh Rodolf II, a unvanas an div rouantelezh d'ober unan nevez, [[Rouantelezh Arle]], met mervel a eure e 937.</ref> Ur verc'h o doe Lotar hag Adelaid, [[Emma Italia]], ganet e [[948]], hag a zimezas e [[966]] da [[roll an unpennoù gall|roue ar Franked]], anvet [[Lotar, roue Frankia ar C'hornog|Lotar]] ivez .
 
En Italia n'en doa Lotar Arle galloud ebet. Abaoe [[emsavadeg]] an [[noblañs]]ed e [[945]], pa voe kaset Huon gante d'an [[harlu]], eo gant [[Berengar Ivrea]] edo ar gwir c'halloud. Mervel a reas e [[Torino]], marteze [[pistri]]et gant Berengar, a glaskas lakaat Adelaid, dalc'het gantañ, da zimeziñ d'e vab, Adalbert Italia. Met an [[intañvez]] a c'houlennas skoazell digant [[Otton Iañ]], an [[Impalaer santel]], ha dimeziñ a reas dezhañ.
Linenn 16:
==Lennadurezh==
*Pierre Riché. ''Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe''. Paris: 1983. ISBN 2010097378 (in French)
*Jean-Charles Volkmann. ''Bien Connaître les généalogies des rois de France''. ISBN 2-87747-208-6 (in French)
*"Lothar II." ''Encyclopædia Britannica''. Retrieved April 25, 2007, from Encyclopædia Britannica Online: http://www.search.eb.com/eb/article-9049021.
*{{de}}[http://www.genealogie-mittelalter.de/hugoniden/lothar_koenig_von_italien_950/lothar_koenig_von_italien_950.html "Lothar koenig von Italien"] Genealogical references (inLignez German).