Odo Iañ, roue ar Franked : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
echu treiñ diwar ar galleg
Linenn 1:
'''Odo Iañ''', pe ''Eudes de France'' e galleg (war-dro 860 - [[1añ a viz Genver]] [[898]] e [[La Fère]] ([[Aisne]]), a oa kont Pariz, markiz [[Neustria]] (886-888), ha [[roue ar Franked]] (888-898).
 
[[Rummad:Rouaned ar Franked]]
 
Mab henañ Roperzh ar C'hreñv e oa. Dug ar Franked ha markiz Neustria e oa e dad. Da gentañ e oa Odo kont Pariz ha kont Troyes. Goude marv e dad e voe dug ar [[Franked]] eveltañ.
 
Un emganner garv e tiskouezas bezañ da vare [[seziz Pariz (885-886)]] gant ar Vikinged. Se zo kaoz e voe dibabet evel roue ar Franked e-lec'h [[Karl an Tev]] , impalaer ar C'hornog a oa roue ar Franked ivez. Diroueet e voe Karl en [[887]] peogwir en doa termet a-raok kas soudarded da skoazellañ ar stourm a-enep ar [[Vikinged]], ha peogwir en doa kavet gwell marc'hata ganto.
 
 
D'an [[29 a viz C'hwevrer]] [[888]] e voe dilennet Odo da roue ar Franked . Lakaet e oa bet an danvez roue [[Charlez III]] a-gostez dre ma oa re yaouank c'hoazh. Kurunennet e voe Odo en [[abati Saint-Corneille]] e [[Compiègne]], gant Gautier, arc'heskob [[Sens (Yonne)|Sens]]. A-hed e amzer-ren e stourmas odo ouzh Karl a felle dezhañ adtapout e gurunenn. A-benn ar fin e reas emglev gantañ, hag e lezas gantañ ar vro entre ar [[Roen]] hag ar [[Saena]], ha mirout a reas [[Pariz]] ha [[Frankia ar c'hornôg]] penn-da-benn.
 
 
Dre ziv wech e voe trec'h war ar Vikinged : ar wech kentañ a voe en 888, e koad [[Emgann Montfaucon en Argonne|Montfaucon d'Argonne]], hag an eil gwech en 892, e-tal [[Montpensier]] e [[Limagne]]. Kement-se ne viras ket outo da ober freuz ha reuz e [[Meaux]], [[Troyes]], [[Toul]], [[Verdun (Meuse)|Verdun]], [[Évreux]] ha [[Saint-Lô]].
 
Mervel a eure e [[898]]. Un tamm a-raok en doa ranket anavezout Charlez III evel roue, abalamour da roue Frankia ar reter, [[Arnulf Karintia]], ha zalc'he warnañ d'ober.
 
 
 
Dimezet e oa da d-[[Théodérade]], merc'h-vihan da [[Aleran de Troyes|Aleran]], kont Troyes, ha tri mab en doe :
* Raoul, roue [[Akitania]] (war-dro [[882]] - goude [[898]])
* Arnoul ([[885]] - goude [[898]])
* Guy (Gui) ([[888]]+.....)
 
 
==Liammoù diabarzh==
*[[Odo]]
*{{Commonscat|Eudes Ier de France|Odo Iañ, roue ar Franked}}
==Lennadurezh==
* [[Victor Duruy]], ''Histoire de l'Europe et particulièrement de la France, de 395 à 1270 (classe de Troisième)'', Librairie Hachette, [[1880]]
 
 
[[Rummad:Rouaned ar Franked]]
[[Rummad:Neustria]]
 
[[bg:Одо (Франция)]]