Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Respont da Wilhmod
Linenn 20:
* Da ma soñj emañ ar gwir gant Gwilhmod. Me n'on ket evit lakat e brezhoneg gerioù faos. Holloueziadur a zo un "omniscience" kentoc'h evit un "encyclopédie". N'eus nemet da droc'hañ ar ger e daou evit gouzout hiroc'h evit-afer ar ster. Poent e vefe choazout bremañ etre "kelc'hazeskadur" ha "kelc'hgeriadur". Asantiñ a ran gant ar ger "kelc'hazeskadur" kentoc'h evit "kelc'hgeriadur" ma zo ennañ ur sonerezh start da zisklipañ : "lc'hg" > start da lonkañ kement-se evit ur brezhoneger.
[[Implijer:Ar Skalf|Ar Skalf]] 26 Feb 2006 da 22:04 (UTC)
*Evit respont da [[Implijer:Gwilhmod|Wilhmod]] :
 
:'''– Kraf 1.''' Pa 'm boa lennet ''holloueziadur'' ne'm boa soñjet e galleg met komprenet em boa an ''holl oueziadur'', ar pezh n'eo ket tamm ebet ar memes tra ha ''gouzout pep tra''. Moarvat out bet touellet gant an hevelebiezh a zo etre ar gerioù ''holloueziadur'' hag ''hollouiziek''. Hemañ diwezhañ a gaver e geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h), Geriadur Roparz Hemon (Al Liamm), geriadur Favereau (Skol Vreizh), geriadur Garnier, geriadur ar Glev (Al Liamm), geriadur An Here ha geriadur Preder (en linenn). Setu emañ an holl a-unan war ar c'hraf-mañ : ''hollouiziegezh'' eo ar ger brezhonek kevatal gant ar ger gallek ''omniscient'' ha n'eo ket ''holloueziadur''.
:'''– Kraf 2.''' N'emañ ket ''kelc'hazeskadur'' e-barzh geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h). ''Kelc'hgeriadur'' a c'heller lenn el levrenn gallek-brezhonek evit ''encyclopédie'' ha ''kelc'houiziad'' en div levrenn evit ''encyclopédiste''.
:'''– Kraf 3.''' Ne glasker ket gouzout pep tra, lakaat dre skrid kement tra a ouezer ne lavaran ket.
:'''– Kraf 4.''' Marteze n'eo diaes ket dit da zistagañ. Evidon-me ne'm eus klevet biskoazh den ebet o tistagañ ar ger-se.
:'''– Kraf 5.''' (an hini pouezusañ) Ur gumuniezh a zo eus ar wikipedourien hag evel e-barzh pep kumuniezh ez eus reolennoù mont en-dro. Pa vez divizoù da gemer ne vez ket goulennet gant un Aotrou bennak divizout evidomp-ni met gant ar gumuniezh hec'h-unan e vez divizet. Ouzhpenn se, n'emaomp ket o klask sturyezhañ nag ijinañ ur ger nevez evit ''encyclopédie'' (tri a zo dija ha re zo re), dilenn ar ger a vo graet gantañ war bajenn degemer hor wiki ne lavaran ket. E-giz-se ez a en dro. Ober a reomp gant an demokratelezh evit ar pezh a sell ouzh hor c'humuniezh ha mat pell 'zo. Ha pa soñjan : "ankounac'haet" ez peus menegiñ Geriadur An Here evel danvez-aotrouniezh, koulskoude ez eo un oberenn a-bouez dre an niver a dud o deus kemeret perzh er raktres istorel-se (war-dro 80 anv a c'heller lenn war ar bajenn V).
:'''– Evit klozañ''' ha peogwir ez peus kroget da dreiñ e galleg e troin e galleg me ivez. Ret eo dibab etre ''toute la connaissance'' (holloueziadur) ha ''le dictionnaire circulaire'' (kelc'hgeriadur) :-)
:Spi am eus e kompreni mat va arguzennoù hag e c'helli distreiñ war da vennad. N'eo ket re ziwezhat :-)) --[[Implijer:Yun|Yun]] 27 C'hwe 2006 da 15:43 (UTC)