Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Respont da Wilhmod
Yun (kaozeal | degasadennoù)
D vi-koukoug
Linenn 21:
[[Implijer:Ar Skalf|Ar Skalf]] 26 Feb 2006 da 22:04 (UTC)
*Evit respont da [[Implijer:Gwilhmod|Wilhmod]] :
:'''– Kraf 1.''' Pa 'm boa lennet ''holloueziadur'' ne'm boa soñjet e galleg met komprenet em boa an ''holl oueziadur'', ar pezh n'eo ket tamm ebet ar memes tra ha ''gouzout pep tra''. Moarvat out bet touellet gant an hevelebiezh a zo etre ar gerioù ''holloueziadur'' hag ''hollouiziek''. Hemañ diwezhañ a gaver e geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h), Geriadur Roparz Hemon (Al Liamm), geriadur Favereau (Skol Vreizh), geriadur Garnier, geriadur ar Glev (Al Liamm), geriadur An Here ha geriadur Preder (en linenn). Setu emañ an holl a-unan war ar c'hraf-mañ : ''hollouiziegezh'' eo ar ger brezhonek kevatal gant ar ger gallek ''omniscientomniscience'' ha n'eo ket ''holloueziadur''.
:'''– Kraf 2.''' N'emañ ket ''kelc'hazeskadur'' e-barzh geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h). ''Kelc'hgeriadur'' a c'heller lenn el levrenn gallek-brezhonek evit ''encyclopédie'' ha ''kelc'houiziad'' en div levrenn evit ''encyclopédiste''.
:'''– Kraf 3.''' Ne glasker ket gouzout pep tra, lakaat dre skrid kement tra a ouezer ne lavaran ket.