Reizhiad unanennoù etrebroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
penn kentañ
 
Yun (kaozeal | degasadennoù)
Doare skrivañ ar sistem etrebroadel
Linenn 65:
 
Gallout a reer stagañ ur [[Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel|rakger]] ouzh an unanenn evit sevel ul lieskement pe ur ranngement eus an unanenn orin. Da skouer : ''kilo-'' a liesa dre vil ha ''mili-'' a liesa dre ur vilvedenn, fre se ez eus mil milimetr en ur metr ha mil metr en ur c'hilometr. Ne vez ket staget morse ouzhpenn ur rakger : ur vilionvedenn eus ur c'hilogram zo ur ''miligram'' ha n'eo ket ur ''mikrokilogram''.
 
== Doare skrivañ ar sistem etrebroadel ==
 
*Skrivet e vez simboloù an unanennoù gant lizherennoù bihan, nemet an unanennoù a zeu diwar anv un den. Da skouer eo bet anvet an unanenn wask diwar [[Blaise Pascal]], setu e vez skrivet he simbol "Pa" tra ma vez skrivet an [[unanenn]] hec'h-unan "[[pascal]]". An nemedenn nemeti eo al [[litr]] a veze skrivet e simbol "l" er penn kentañ, met arvarus eo peogwir eo heñvel a-walc'h ouzh ar sifr "1". Gant an [[National Institute of Standards and Technology]] (NIST) e voe erbedet ober gant "L" kentoc'h, a pezh a vez graet ingal bremañ en [[SUA]], [[Kanada]], hag [[Aostralia]], hag a zo bet degemeret e-giz eil simbol gant ar [[Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù|CGPM]]. Graet e vez e lec'hioù 'zo gant al lizherenn-red ℓ, e [[Japan]] peurgetket. Evit gouzout hiroc'h, gwelet [[Litr#Simbol|Litr]].
 
* Skrivet e vez ar simboloù hep merk yezhadurel ebet. Ne vez ket merket al liester da skouer, dreist holl pa ouezer ez eo disheñvel merk al liester hervez ar yezhoù. E brezhoneg, ne vo ket merket ar c'hemmadurioù : skrivet e vo "1 kg" ha "2 kg" ha n'eo ket "1 c'hg" ha "2 gg".
 
* Ne vez ket lakaet merk ar berradur (.) goude ar simbol. Ur pik a c'hell en em gavout goude ar simbol pa vez e dibenn ur frazenn.
 
* Gwelloc'h eo skrivañ ar simboloù gant lizherennoù sonn roman (m evit metr, L evit litr) evit lakaat kemm etre int hag al lizherennoù italik implijet evit ar variennoù matematikel (''m'' evit mas, ''l'' evit hirder).
 
* Un esaouenn a rankfe bezañ lakaet etre an niver hag ar simbol, da skouer "2,21&nbsp;kg", "7,3&times;10<sup>2</sup>&nbsp;m<sup>2</sup>", "22&nbsp;°C", nemet gant ar simboloù evit derezioù, munutennoù hag segondennoù ar c'hornioù (&deg;, &prime; ha &Prime;), a vez lakaet diouzhtu goude an niver hep tamm esaouenn ebet.
 
* Ret e vefe ober gant esaouennoù evit dispartiañ ar strolloù tri sifr e-barzh skritur degel an niveroù, da skouer 1&nbsp;000&nbsp;000 pe 342&nbsp;142 (ha n'eo ket gant skejoù pe pikoù evel e sistemoù all, da skouer 1,000,000 pe 1.000.000).
 
* Embannet e voe gant 10{{vet}} erbed ar [[Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù|CGPM]] bet dalc'het e [[2003]] e c'heller ober gant ar skej pe gant ar pik e-giz merker degel. Evit gwir e vez graet gant ar pik e saozneg (da skouer 3.14) ha gant ar skej er pep brasañ eus yezhoù all Europa (da skouer 3,14).
 
* Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus liesad meur a unanenn e vez liammet ar simboloù gant un esaouenn pe gant ur pik kreiz (&middot;), evel se e c'heller lakaat kemm etre Nm (nanometr) hag N&nbsp;m pe N&middot;m (newton metr) da skouer.
 
* Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus rannad div unanenn e vez liammet ar simboloù gant ur varrenn a-veskell (/) pe neuze e vez graet un [[eksponant]] negativel. Da skouer e c'hellet skrivañ "metr dre segondenn" "m/s", "m&nbsp;s<sup>-1</sup>" pe "m&middot;s<sup>-1</sup>". Arabat ober gant ar varrenn a-veskell ma teu an disoc'h da vezañ amster. Da skouer ez eo gwelloc'h "kg&middot;m<sup>-1</sup>&middot;s<sup>-2</sup>" eget "kg/m/s<sup>2</sup>".