Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
:'''– Evit klozañ''' ha peogwir ez peus kroget da dreiñ e galleg e troin e galleg me ivez. Ret eo dibab etre ''toute la connaissance'' (holloueziadur) ha ''le dictionnaire circulaire'' (kelc'hgeriadur) :-)
:Spi am eus e kompreni mat va arguzennoù hag e c'helli distreiñ war da vennad. N'eo ket re ziwezhat :-)) --[[Implijer:Yun|Yun]] 27 C'hwe 2006 da 15:43 (UTC)
*Sevel a ran a-du gant an termen holloueziadur. D'am soñj eo bet renket ar gudenn un nebeud bloavezhioù zo dija gant Servij ar Brezhoneg. Bez em eus er gêr ul levr anvet ''Italic text''Geriaoueg al levraouegoù''Italic text'' ma oa bet dibabet an termen holloueziadur e 1998. Sed aze an dud o doa kemeret perzh : Christian Rogel (levraoueg 29), Izabel Araujo, Gweltaz ar Bihan, Emile Bleuzen, Jil Boucherit (levraoueg Skol-veur Roazhon II), Yvon Carluer, Ronan Koadig, Ronan Debel (levraoueg lise Diwan), Alan Dipode, Anna-Vari Gwilherm (TES), Patrice Fourn, Padrig an Habask, Fulup Jakez, Phillipe Lanoë, Alan Martel, Martial Ménard, Alan J. Raude, Jean-Do Robin, Ronan Tremel, Olier ar Mogn hag Iwan Kadored. Evel ma weler e oa aze tud a vicher, tud barrek war ar yezh, bed ar skolioù... Graet eo bet al labour. Ne vo ket adkroget. Labourioù all a zo da gas da benn war ar yezh ha daoust da bep tra ez eo aesoc'h ober gant holloueziadur eget kelc'hgeriadur. N'en deus ket ar brezhoneg da vont da heul ar galleg en-cyclo-pédie... Ret eo dimp kaout doujañs ouzh al labour bet kaset da-benn araozomp. --[[Implijer:Tzintzuntzan|Tzintzuntzan]] 28 C'hwe 2006 da 16:52 (UTC)
 
 
Linenn 44:
*--[[Implijer:Neert|Neert]] 24 C'hwe 2006 da 08:59:48 (UTC)
*--[[Implijer:Tintin Anna|Tintin Anna]] 26 Feb 2006 da 22:12 (UTC)
*--[[Implijer:Iskomandant Marc'heg|Iskomandant Marc'heg]] 27 C'hwe 2006 da 20:59 (UTC)
*--[[Implijer:Tzintzuntzan|Tzintzuntzan]] 28 C'hwe 2006 da 16:04 (UTC)