Louis-Marie-François Aubert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ur sonaozer Breizh eo ''Louis-Marie-François Aubert''. Ganet eo bet d'an 19 a viz 1877 e Sant-Maloù ha mervet eo d'an 9 a viz Genver 1968 e Pariz ==Buhezskrid== D'an 19 a viz C'hw...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 4 Eos 2008 da 13:35

Ur sonaozer Breizh eo Louis-Marie-François Aubert. Ganet eo bet d'an 19 a viz 1877 e Sant-Maloù ha mervet eo d'an 9 a viz Genver 1968 e Pariz

Buhezskrid

D'an 19 a viz C'hwevrer 1877 eo bet ganet Louis Aubert, er memes bloaz ha Paol Ladmirault, ur sonaozour brudet all eus Breizh. Pa oa bihan, e vouezh soprano a ra d’e dud lakaat anezhañ d’ober studioù sonerezh. Eus Sant-Maloù, kêr ar gourserien, ez a Louis Aubert da skol sonerezh Pariz pa oa 11 vloaz. Kanañ a rae ar Pie Jesus eus Requiem Fauré pa oa bet kanet evit wech kentañ en iliz ar Vadalen e Pariz. Gant ar sonaozour-se eo en deus desket skrivañ sonerezh ha sonaozañ. Brudet eo ivez Louis Aubert evel ur sonaozour dibar. Awenet bras eo bet gant ar broioù estren, evel e genvroad Jean Cras. Kavout a ra e awen e Bro-Spagn pe e Bro-Vask, pe e broioù pelloc'h evit ar broioù arab pe broioù Azia. Gouvezet en deus lakaat asambles ar sonerezh klasel hag ar jazz, gant pezhioù diabar evel "Sinema" el lec'h ma ra dave da zaou benn-bras eus ar skrammoù: Chaplin ha Disney. Enoret e oa gant an akademioù sonerezh eus e vare pa'z eas d'an Anaon d'an 9 a viz Genver 1968 e Pariz.


Oberenn

Hervez ar vuzikologourien eo merket oberenn Louis Aubert gant levezon tri sonaozour meur: Fauré, Ravel ha Debussy. Louis Aubert, p’edo o chom er Vro-Vask, bro Maurice Ravel a oa en em gavet gantañ hag a blije dezhañ kenañ e sonerezh, a reas anaouegezh eno gant sonerezh ar c'heisteiz (Habanera, Ar ganaouenn gozh eus Bro-Spagn, An nozvezh vaour...). N'eus ket anezhañ ur sonaozour-skouer eus Breizh. Er c’hontrol d'e genseurted eus Breizh (ar Flemm, Ladmirault pe Roparzh...), n'en deus ket klasket awen e Breizh, pe ken nebeut. Marteze e opera "Ar c'hoad glas" el lec'h ma c'haller damverzout koadeg Bresilien a-wechoù. Diazezet eo an istor marzhus-mañ war penndudennoù Charles Perrault. Sonet e oa bet evit ar wech kentañ e Boston e 1911, ha berzh a reas en degouezh-se. Tapet kaer eo Breizh avat en e bezh pennañ "Bez Chateaubriand". Eus e gornig-bro a oa ar skrivagner brudet. Un danvez awen dibar eo bet ar mor evit oberennoù ar sonaozour-mañ a oa eus Sant-Maloù.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

  • Elena ar gaer, gourc'horoll
  • Noz ar c'horiganned, gourc'horoll
  • Dryade, taolenn siñfoniek
  • Follenigoù a skeudennoù, pemp pezh bugelek
  • Bez Chateaubriand
  • Ofrant
  • Roudoù
  • Sinema, teir daolenn siñfoniek
  • Faltazienn evit piano ha laz-seniñ
  • Ar c'hoad glas 1904
  • C'hwec'h barzhoneg arabek, evit mouez ha laz-seniñ 1917
  • Habanera 1919

Oberoù sonerezh kambr

  • Madrigal evil fleüt e-unan
  • Heuliad berr evit daou piano
  • Sonatenn evit violoñs ha piano

Oberoù piano ha kanaouennoù

  • Aquamarine
  • En eñvor da Fauré
  • C'hwec'h barzhoneg arabek
  • Teneridigezh
  • Ar bedenn fall
  • Kanaouenn da luskellat ar martolod
  • Kanaouenn da luskellat
  • Ceylan
  • Teir ganaouenn hebraik
  • An noz maour
  • Ar ganaouenn gozh eus Bro-Spagn
  • Er vro

Oberoù mouezh ha relejiel

  • Ar mareoù-bloaz