Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ur sonaozer Breizh eo '''Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray''' (Louis-Albert e galleg) bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned ha mervet d'ar 14 a viz Gouere e Vernouillet. ==B...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 4 Eos 2008 da 13:45

Ur sonaozer Breizh eo Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray (Louis-Albert e galleg) bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned ha mervet d'ar 14 a viz Gouere e Vernouillet.

Buhezskrid

Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Heuliet e oa bet gantañ studioù war ar gwir da gentañ. Goude-se e oa bet c'hoant gantañ da vont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet Priz Roma gantañ e 1862 ha dont a reas da vezañ kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenañ gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudañ anezhañ, awenet e oa bet gantañ evit e oberennoù met brudañ a reas anezhañ ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriñ bed ar sonerezhioù hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoù studi gantañ e pep lec'h (e Gres dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhañ. Plijout a rae dezhañ kement sonerezh Breizh ha reoù ar broioù pellañ. Daou eus e operaoù a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentañ, Tamara da anv dezhañ, e Baki en Azerbaidjan hag an eil, Myrdhin, skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivañ a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoù a bep seurt pa oa ezel eus Kevredigezh Vreizh e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.


Oberenn

Er penn kentañ, ha goude bezañ dizoloet Italia hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou Stabat Mater, an eil anezho a zo dediet da bPalestrina. Anvioù e oberennoù a zegas da soñj eus beajoù 'zo: "Karnaval Aten", "Dañs Egipt" pe "Rapsodienn Kambodjia". Niverusoc'h eo e bezhioù piano. Ar memes awenoù a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greñvañ. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioù pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellañ yezhourien e amzer (Vallée, Loth). E oberennoù pennañ liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "Anna Vreizh", homañ diwezhañ 'zo gouestlet da Michel Columb, kizellour an duged.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

  • Dañs Ejipt, barzhoneg siñfoniek
  • Karnaval Aten, barzhoneg siñfoniek
  • Interamant Ofelia, barzhoneg siñfoniek
  • Mab Saul, barzhoneg siñfoniek
  • Rapsodienn Kambodj, barzhoneg siñfoniek
  • Siñfonienn 1861
  • Siñfonienn relijiel gant kor 1868

Oberoù sonerezh kambr

  • Peder sonenn evit violoñs ha piano
  • Luskellerezioù evit violoñs
  • Faltazienn evit bason ha piano
  • Peder sonenn evit violoñs
  • Abergafenni
  • Sonennoù, evit piano ha gaolvioloñs
  • Ofertouer evit orglez
  • Dindan an haleg, evit piano ha violoñs
  • Teir sonenn, evit piano ha gaolvioloñs
  • Peder sonenn evit violoñs
  • Anisykhia, evit piano ha violoñs 1881
  • War al lec'hier, evit piano ha violoñs 1881
  • Adagio evit orglez 1884
  • Obidoù ur werc'hez 1889
  • Rapsodienn Kambodj 1890
  • Tri fezh evit violoñs pe gaolvioloñs ha piano 1890
  • Kimiad diwezhañ, evit piano ha gaolvioloñs 1900
  • Valsenn fentus, evit piano ha gaolvioloñs 1910
  • Ar vêsaerez d'ar c'hraou, evit oboell arvoud ha piano 1913
  • Ar vêsaerien hag ar c'haou, evit piano ha violoñs 1913

Oberoù piano ha kanaouennoù

  • Boureenn
  • Baleomp d'an drip
  • Ar Gwenrannadez
  • War ar ramparzh
  • Ar voustikenn
  • Rapsodienn Kambodj
  • Kan-brezel breizhek
  • Menued evit piano 1872
  • Gavotennoù 1872 & 1882
  • Karnaval Aten 1881
  • Kounioù eus Prades 1890
  • Brastresoù siñfoniek evit piano 1890
  • Pachepi evit piano 1896
  • An hini Vuiañ, valsenn evit dañsal 1898
  • Abergafenni 1900
  • Tri fezh evit piano 1900
  • Ton dañs en ur pleusk kozh 1900
  • Jabadao evit piano 1901
  • Sonenn eeun evit piano 1905
  • Mogedennoù 1905
  • Luskellerez tener 1905
  • Da Sant Huberzh 1907
  • Damskeudennoù diouzh an natur 1907
  • Daouzek pezh bugel evit piano 1907
  • Gavotennoù Breizh 1912
  • Dañs Ejipt 1929

Oberoù mouezh ha relejiel

  • Stabat Mater
  • Tamara, opera 1890
  • Myrdhin, opera 1905

Liammoù