Jean Cras : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ur sonaozer Breizh eo '''Jean Cras''', bet ganet d'an 22 a viz Mae e Brest ha mervet d'ar 14 a viz Gwengolo e Brest ==Buhezskrid== E Brest eo bet ganet Jean Cras d'an 22 a viz Mae 18...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 4 Eos 2008 da 13:54

Ur sonaozer Breizh eo Jean Cras, bet ganet d'an 22 a viz Mae e Brest ha mervet d'ar 14 a viz Gwengolo e Brest

Buhezskrid

E Brest eo bet ganet Jean Cras d'an 22 a viz Mae 1879. Brudetoc'h eo evit e vicher martolod eget evit e oberenn sonerezh daoust m'en deus skrivet ur bern pezhioù. Kreñv e oa ennañ ar c'hoant da vont d'ar morlu da ofiser. Daoust d’e vicher en deus bet skrivet sonerezh e-pad e vuhez. Pa ne oa nemet 13 vloaz, levezonet gant e familh, e skivas e oberenn gentañ. Donet a rae a-benn da skrivañ sonerezh e-pad e labour evit ar morlu. Sonaozet en deus Jean Cras ur bern pezhioù a-hed e vuhez, poulzet gant e zarempredoù mignoniezh gant Henri Duparc. E-pad m'emañ kelenner er Skol Verdeiñ e sav ur reolenn a zo gantañ c’hoazh e anv: "reolenn Cras". Ganti e c'haller jediñ ar c'heid war ar c'hartennoù-mor. Implijet e vez hiziv an deiz gant martoloded er bed a-bezh. "Deizlevr bourzh", e oberenn bennañ, a zigor dorioù bed Cras d'an dud. Gwelet a reer gant an oberenn-mañ penaos eo ar c'hardoù-beilh a rank ar vartoloded ober e-pad an noz e bourzh al listri. Echuiñ a ra e vuhez er morlu gant ar renk a eilamiral, penn-major porzh Brest. Marvet eo Jean Cras d'ar 14 a viz Gwengolo 1932 er gêr ma oa bet ganet, Brest.

Oberenn

Ur mailh eo Jean Cras war an aozañ sonerezh-kambr. Pledet eo bet gantañ an holl zoareoù, eus ar sonatennoù d'ar pempadennoù. Eus ar c'hentañ e oar mestroniañ ar mousezteuler. Evel-just eo awenet gant e ved war vor evit sonaozañ. Diazezet eo e opera Polyphème war mojennoù ar mor. E gerzennoù a vez awenet koulz gant Breizh ha gant ar broioù bet gweladennet gantañ. Plijout a ra dezhañ livioù sonerezhioù Afrika pe re an Arabed. Aozet eo gantañ evel-se "Fleüt Pan", ur pezhiad dibar en e oberenn. Gouzout a ouie brezhoneg ivez. En e bezhiad "En Island" (gant dodennoù hañval ouzh ar re a oa bet pledet gant Ropartz) e ra gant arroudennoù brezhonek. Ober a ra ivez gant tonioù dañs e-barzh tammoù sonerezh 'zo evel "Teir c'hanenn a Vreizh" pe "ar roue Loudivic".

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

  • Andante relijiel '1901'
  • Eneoù bugale '1921'
  • Deizlevr bourzh '1927'
  • Mojenn 'evit gaolvioloñs ha laz-seniñ 1929'
  • Kengerz 'evit piano ha klaviaz 1931'

Oberoù sonerezh kambr

  • An Ene, eil sonadenn 'evit arvoud ha piano'
  • Heuliad e daouad 'evit fleüt ha telenn '
  • Triad niv. 1 '1899'
  • Ar spered '(sonadenn) evit violoñs ha piano 1900'
  • Douster an noz '(sonennoù, evit piano ha sopran) 1901 '
  • Triad niv. 2 '1907'
  • Pevarad-kerdin '"Da ma Breizh" 1909 '
  • Eneoù bugale, 'evit c'hwec'h dornig 1917 '
  • Ar Ginnigadenn lourennek '(sonennoù, evit piano ha sopran) 1920'
  • Ar C'hig, 'evit gaolvioloñs ha piano 1920'
  • Skeudenn '(sonennoù, evit piano ha sopran) 1921'
  • Pevarad-kerdin, 'evit daouad-piano (pevar dorn) 1921'
  • Pempad 'evit piano ha pevarad-kerdin 1923'
  • Feunteun '(sonennoù, evit piano ha sopran) 1923'
  • Pemp Robaiyat '(sonennoù, evit piano hag usvoud) 1924'
  • Triad niv. 3 '1926-1927'
  • Habanera 'evit violoñs ha piano 1927'
  • Ton liesseurt 'evit violoñs ha piano 1927'
  • Pempad 'evit fleüt, telenn, violoñs, arvoud, gaolvioloñs pe piano ha pevarad-kerdin 1928 '
  • Kounadenn 'evit violoñs ha piano 1928'
  • Nozvezh war ar mor '(sonennoù, evit piano ha sopran) 1929'
  • Gourfennadenn 'evit violoñs ha piano 1929'
  • Heuliad e daouad 'evit violoñs ha piano 1929'
  • Mojenn 'evit gaolvioloñs ha piano 1930'
  • Div ganaouenn '(sonennoù, evit piano hag usvoud) 1932'
  • Kengerz 'evit piano ha klaviaz (doare gant 2 biano) 1932'

Oberoù piano ha kanaouennoù

  • Primaozad bugulel '1900'
  • Pezh berr '1901'
  • Preludio con fughetta '(barzhoneg kuzh) 1902'
  • En Island '(barzhoneg kuzh) 1902'
  • Valsenn '1904'
  • Parfetiz '(barzhoneg kuzh) 1904'
  • Gant red an dour '(barzhoneg kuzh) 1911'
  • Ti ar beure '(barzhoneg kuzh) 1911'
  • Maezadoù '1917'
  • Deiz-ha-bloaz kentañ, '"da'm Yann-Bêrig" 1919'
  • Danze '1920'
  • Eneoù bugale '1922'
  • Daou brimaozad '1926'

Oberoù mouezh ha relejiel

  • Polyphème, 'opera'
  • Pezh evit kan ha piano
  • Oferenn 'evit 4 mouezh a capella 1907'
  • Marvnadoù, '4 barzhoneg evit kan ha klaviaz 1912'
  • Ar Ginnigadenn lourennek, 'evit mouezh ha laz-seniñ 1921'
  • Feunteunioù, 'evit mouezhioù ha laz-seniñ 1923'
  • Er menez '1925'
  • Meulgan en eñvor ur santez '1925 '
  • Mouezheladennoù-studienn '1928'
  • Fleüt pan '1930'
  • Tri nouel, evit mouezh ha laz-seniñ '1930 '

Liammoù