Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
[[Rummad:Sonaozourien Breizh|Bourgault-Ducoudray, Loeiz-Alberzh]]
 
'''Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray''' (Louis-Albert e galleg) zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1840]] e [[Naoned]] ha mervet eo d'ar [[14 a viz Gouere]] e [[Vernouillet]].
 
==Buhezskrid==
Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Heuliet e oa bet gantañ studioù war ar gwir da gentañ. Goude-se e oa bet c'hoant gantañ da vont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet [[Priz Roma]] gantañ e [[1862]] ha dont a reas da vezañ kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenañ gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudañ anezhañ, awenet e oa bet gantañ evit e oberennoù met brudañ a reas anezhañ ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriñ bed ar sonerezhioù hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoù studi gantañ e pep lec'h (e [[Gres]] dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhañ. Plijout a rae dezhañ kement sonerezh Breizh ha reoù ar broioù pellañ. Daou eus e operaoù a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentañ, [[Tamara (opera Bourgault-Ducoudray)|Tamara]] da anv dezhañ, e [[Baki]] en [[Azerbaidjan]] hag an eil, [[Myrdhin (opera Bourgault-Ducoudray)|Myrdhin]], skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivañ a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoù a bep seurt pa oa ezel eus [[Kevredigezh Vreizh]] e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.
 
 
==Oberenn==
Er penn kentañ, ha goude bezañ dizoloet [[Italia]] hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou [[Stabat Mater]], an eil anezho a zo dediet da bPalestrinab[[Palestrina]]. Anvioù e oberennoù a zegas da soñj eus beajoù 'zo: "[[Karnaval Aten]]", "[[Dañs Egipt]]" pe "[[Rapsodienn Kambodjia]]". Niverusoc'h eo e bezhioù piano. Ar memes awenoù a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greñvañ. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioù pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellañ yezhourien e amzer ([[Frañsez Vallée|Vallée]], [[Joseph Loth|Loth]]). E oberennoù pennañ liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "[[Anna Vreizh (oberenn Bourgault-Ducoudray)|Anna Vreizh]]", homañ diwezhañ 'zo gouestlet da [[Michel Columb]], kizellour an duged.
 
===Oberoù pennañ===
==Gwelet ivez==
[[Listenn ar sonaozourien]]
 
[[de:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]]
[[en:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]]
[[fr:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]]
[[pt:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]]
12 955

edits