The House of Love : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : ==The House of Love== The House of Love a oa ur strollad rock a Vreizh Veur hag a oa àr ar stern etre dibenn ar bleioù 1980 ha penn kentañ ar bleioù 1990. Àr-lerc'h e oa aet ar ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Eos 2008 da 14:18

The House of Love

The House of Love a oa ur strollad rock a Vreizh Veur hag a oa àr ar stern etre dibenn ar bleioù 1980 ha penn kentañ ar bleioù 1990. Àr-lerc'h e oa aet ar strollad da get met nevez zo, e 2005, eo bet adsavet ar strollad hag ur bladenn nevez zo daet er-maez ("Days Run Away"). Guy Chadwick (mouezh, gitar), Terry Bickers (gitar), Andrea Heukamp (mouezh, gitar), Pete Evans (taboulinoù) ha Chris Groothuizen (gitar boud) a oa izili a-orin ar strollad, met Bickers a yeas kuit e 1989 ha Simon Walker a gemeras e lec'h, hag àr-lerc'h, e 1992, e voe erlerc'hiet hemañ-diwezhañ get Simon Mawby. Heukamp a yeas kuit e 1987.

Savet e oa bet ar strollad en Islington e bro Saoz e 1986, hag un nebeud pladennoù bihan (single) da heul ha da c'houde o fladenn vras kentañ e 1988, disañv anezhi (èl an albumoù arall betek 1991). Ha tapet brud gete a-drugarez d'an tonioù single "Destroy the Heart" ha "Blind" pe "Mr. Joe".

Engouestlet e voent get ar label Fontana evit ur bern argant ! Met àr-lerc'h un nebeud tonioù ha troioù fiskal e oa aet awen ar strollad da netra, hag e voe achu e 1991. Tenn e oa daet da vout an darempredoù etre izili ar strollad àr ar marc'had.... Ha drogaj ouzhpenn tra ne oa ket evit gwellaat o stat.

Daoust d'ar seurt enebiezh a oa etre Chadwick ha Bickers e voe adsavet ar strollad, souezhussaat tra, e 2005, hag un droiad sonadegoù da heul (dre vro Saoz hag Iwerzhon) hag un albom nevez ivez : "Days Run Away" e añv.

Piv a oa er strollad ?

   * Guy Chadwick (mouezh, gitar)
   * Terry Bickers (gitar)*
   * Andrea Heukamp (mouezh, gitar)+
   * Pete Evans (taboulinoù)
   * Chris Groothuizen (gitar boud)