Yezhoù koiek-sanek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
Ar [[familh yezhoù]] Afrika bihanañ e rummadur [[Greenberg]] ez int. N'asantont outi tout at glaskourien, avat, ha implijet e vez alies an dermenn "koek-sanek" gant un dalvezidigezh douaroniel kentoc'h eget genel, evel [[papouek]] pe [[aostraliek]]. Posupl eo ez eo [[Yezhoù Juu-ǂHoan]] ha [[Yezhoù Tuuek]] heñvel a-walc'h abalamour d'ur [[Sprachbund]] afrikan kentoc'h eget abalamour d'un darempred genel tra ma'z eo ar [[yezhoù koek]] embroidi nevez a-walc'h er rannvro. Ouzh ar [[sandaweg]] e [[kreiz-afrika]] e c'hellfe bezañ liammet ar re-mañ.
 
Kent astennadur ar <small>v</small>[[Bantoued]] e komzed ar yezhoù-se e-barzh an holl reter ha su Afrika. Hiziv, avat, ne vezont kavet nemet e [[dezerzh Kalahari]] hag e kreiz [[Tanzania]].
 
==Hadza==
En arvar da vont da get ez eo darn vrasañ ar yezhoù-se ha darn vrasañ anezho n'o-deus ket skritur ebet. An hini nemeti gant un niver bras a-walc'h a gomzerien a zo an [[namaeg]], komzet e [[Namibia]] gant 250.000 a dud, tra m'eo ar sandaweg implijet gant 40.000 a dud e Tanzania.
 
==Rummouriezh==
 
Gant ma n'ez eus prouen ebet ez eo liammet ar yezho koiek-sanek e weler evel familhoù distag ar peurliesañ
 
==Hadzaeg==
 
Digenvez eo [[hadzaeg]] war a seblant hag ar c'herent tostañ eus an [[hadzaed]] a c'hellfe bezañ ar [[pigmeed|bigmeed]] eus kreiz-Afrika
 
==Sandawe==