Brigadenn Ronarc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
Ur rejimant [[Morlu|martoloded]] a zo krouet gant pellskridoù Maodiern ar Mor d'ar [[7 Eost|7 a viz Eost]] ha d'an [[9 Eost|9 a viz Eost]] [[1914]] evit mont da ziwall an urzh e [[Pariz]]. Prederiet eo ar gouarnamant abalamour d'an trubuilhoù a c'hellfe sevel eus tu an aozadurioù (strolladoù politikel, sindikadoù) a-enep d'ar brezel. Dastumlec'h [[Cherbourg]] a rank kas teir c'hompagnunezh, hini [[Brest]] peder, hini [[An Oriant]] peder ivez, hag hini [[Rochefort]] unan. D'an [[16 Eost|16 a viz Eost]], un urzh maodiernel nevez a lak da sevel eizh kompagnunezh nevez (dastumlec'h [[An Oriant]] a rank kas teir c'hompagnunezh, hini [[Brest]] peder hag hini [[Cherbourg]] unan) ,evit krouiñ un eilvet rejimant [[Morlu|martoloded]]. D'ar [[26 Eost|26 a viz Eost]] eo divizet sevel ur batailhon, peder c'hompagnunezh ennañ, o tont eus dastumlec'h [[Rochefort]].
 
== Ar Vrigadenn e Bro-[[Pariz|Bariz]] ==
Adalek an [[13 Eost|13 a viz Eost]] e tegouezh [[Morlu|martoloded]] e [[Pariz]]. Bodet int er Palez Meur. Ul lodenn a ya da batrouilhañ dre straedoù [[Pariz]], a-gevred gant ar polis, ar re arall a zo lakaet da embregiñ.
 
Degouezhet eo an [[Alamagn|Alamaned]] tost-tre eus [[Pariz]]. Lakaet eo an 6vet Kompagnunezh eus ar 1añ rejimant en un tren hobregonet. D'an [[20 Gwengolo|20 a viz Gwenholon]] ez eus un emgannig ouzh uhlaned, nepell eus [[Montdidier]]: tri martolod [[Breizh|breizhat]] a zo lazhet.
 
== Ar Vrigadenn e [[Belgia]] ==
* Kemer a reas perzh en [[Emgann Melle]] hag en [[Emgann Diksmuide]].
[[Skeudenn:MonumantMelled'arvartolodedagarVrigadenn Ronarc'h.JPG|right|thumb|