Ar yer er c'hrennlavaroù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Setu un dornad krennlavaroù diwar-benn ar yer: *''Arabat gwerzhañ ar vi e revr ar yar'' *''Dibaot ar yar na goll he vi <br />O kanañ re goude dozviñ''. *''Ur yar pa ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Eos 2008 da 14:22

Setu un dornad krennlavaroù diwar-benn ar yer:

  • Arabat gwerzhañ ar vi e revr ar yar
  • Dibaot ar yar na goll he vi
    O kanañ re goude dozviñ
    .
  • Ur yar pa he devez dozvet a zo ret dezhi kanañ.
  • Diouzh ar yar gozh e vez gwerzhet ar polizi.
  • Pa gloch ar yar ez eus vi pe labous.
  • Dre o beg e tezv (pe e tozv) ar yer.
  • Ar yer a zebr aour hag a gac’h arc’hant.
  • Gwenn pe rous (pe : Bezet gwenn, bezet rous...)
    Pep yar a gar e labous.
  • Ar broc’h a doull an douar
    Hag Alanig a grog er yar
    .