Luc'hreüser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
(o labourat warnañ bremañ! 16e07 04/03)
E-pad un treiñ deus ar c'helorn (e-giz-se 'vez graet ivez deus ul luc'hreüser) e vez graet ur c'helc'hiad moullañ. E penn kentañ ar c'helc'hiad e vez arzodet bec'hiadoù tredansavel, o lakaat da tremen un tredan uhelvarr e-barzh un orjalenn e vez graet korona da vec'hiañ anezhi, war gorreenn al luc'hreüser. Da c'houde, e vez kizidiget ar c'horreenn gant ur gouloù a zeu deus ul lazer pe ul lamp halogen evel eo bet gwelet a-us. E-mod-se e vez lezet ar bec'hiadoù war al luc'hreüser nemet e-lec'h ma vo arzodet an huz diwezhatoc'h (evit al luc'heizerezioù kemblac'hel) pe er c'hontrol e vo lezet ar bec'hiadoù war ar gorre ma ne vo ket arzodet huz warnañ (amañ e vez kizidiget ar gorreoù ma vo arzodet huz warne gant al lazer o "skrivañ" war ar c'helorn - pezh vez graet gant luc'heilerezioù pe voullerezioù niverel).
 
 
D'an unvez dioren e vez graet war-lec'h arzodiñ an huz e-lec'h ma vez red. Possubl eo en-abeg ma vez bec'hiet ent tredansavel ar poultrennoù huz en-e-barzh. O vezañ mac'h eo tredanvarr ar bec'hiadoù produet gant an unvez dioren ar ginad deus hini ar bec'hiadoù war ar c'helorn e c'hell neuze ar poultrennoù huz bezañ sachet war-zu al luc'hreüser.