Odo Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Dug Akitania e oa, eus al [[Liger]] betek ar [[Pireneoù]], ha [[Toloza]] e oa e gêrbenn. Digant rouaned [[Neustria]] hag [[Aostrazia]] e tiframmas ar broioù anvet goude [[Nivernais]], [[Vivarais]], hag ul lodenn eus [[Provañs]], en-dro da [[Arle]].
 
Emglev a reas gant [[Chilperig II (roue ar Franked)|Chilperig II]], roue Neustria, ha [[RainfroyRagenfrid]], [[maer ar palez]], a-enep [[Karl Martel]], maer palez Aostrazia. Nemet faezhet e voent e-tal [[Soissons]] d'ar [[14 a viz Here]] [[718]].
 
E [[721]] e voe trec'h war an emir [[Al-Samh ibn Malik al-Khawlani]], en [[emgann Toloza (721)]], etre Toloza ha [[Carcassonne]], ha div wech c'hoazh goude war an emir [[Ambiza|Anbasa ibn Suhaym Al-Kalbi]], e [[725]] ha [[726]].
Linenn 16:
E 732 en em savas Munuza a-enep [[wali]] Spagn [[Abd al-Rahman ibn Abd Allah al-Rhafiqi|Abd-er-Rahman]], ha lazhet e voe gant armeoù Gehdi ben Zeyan.
 
Neuze e voe kaset div arme gant Spagn da aloubiñ douaroù ar [[Franked]]. An eil a eas a-hed traonienn ar [[Ron]] betek [[Sens]]. Eben, a oa renet gant Abd-er-Rahman, a dreuzas ar Pireneoù, a lakaas freuz ha reuz en Akitania, agemerasa gemeras [[Bourdel]], hag a drec'has war Odo en [[Emgann Bourdel]], war lez ar [[Garona]] pe an [[Dordogna]].
Tec'hel a reas dug Akitania da c'houlenn skoazelskoazell digant e enebour kozh [[Karl Martel]]. Dont a reas maer ar palez gant un arme, e miz Here 732, hag e [[Emgann Poitiers (732)|Poitiers]] e voe trec'h war an arme vuzulmat.
 
Dilezel ar galloud a reas Odo e 736. E vab [[Hunald]] a renas war e lerc'h.