Bengal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|Bengalio '''Bengal''' (বঙ্গ ''Bôngo'', বাংলা ''Bangla'', বঙ্গদেশ ''Bôngodesh'' pe বাংলাদেশ ''Ba...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bengalen.jpg|thumb|right|Bengalio]]
'''Bengal''' (বঙ্গ ''Bôngo'', বাংলা ''Bangla'', বঙ্গদেশ ''Bôngodesh'' pe বাংলাদেশ ''Bangladesh'' e [[banglaeg]]), zo ur vro istorel eus kreisteiz [[Azia]], rannet bremañ etre [[Bangladesh]] er reter ha stad [[Kornôg Bengal]] er c’hornôg, en [[India]]. Rannet e voe ar vro e [[1947]] etre India ha Reter [[Pakistan]], zo deuet da vezañ Bangladesh abaoe.
 
Emañ Bengal war ribl [[Pleg-mor Bengal]], en hanternoz anezhañ. Ar [[Ganga]] hag ar [[Brahmaputra]] eo ar stêrioù pennañ a dreuz ar vro ha stummañ a reont [[aber]]ioù bras-divent.
Linenn 8:
Gant ouzhpenn 900 annezad dre km² eo unan eus ar c'hornadoù muiañ tudet er bed. Paour-kenañ eo Bengal ha war ar maez e vev an darn vrasañ eus an dud, daoust ma kaver kêrioù bras-divent, evel [[Kolkata]] en India ha [[Dhaka]] e Bangladesh. Izel eo an douaroù : 10 m a-us live ar mor d’ar muiañ, en darn vrasañ eus ar vro. Gant se e c’haller soñjal e vo beuzet tammoù bras eus an arvor er bloavezhioù zo o tont, gant live ar mor o sevel da-heul tommadur an hin.
 
[[Hindouegezh]] hahag [[islam]] eo an div relijion vras a gaver er vro : an darn vrasañ eus tud Kornôg Bengal zo Hindoued hag ar braz eus annezidi Bangladesh zo Muzulmiz. Abaoe kantvedoù e kaver un troc’h evel-se etre an div relijion eno met kreñvaet e oa bet ar rann etre an div lodenn eus ar vro e 1947 pa oa bet dispartiet ar c’hornôg, a chome en India, diouzh ar reter, a yae da ober lodenn reter Pakistan.