Rouantelezh ar Vandaled : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 44:
==Kudennoù relijiel==
 
An disheñvelderioù etre ar Vandaled [[arianigezh|Arian]] hag o sujidi [[treinded|treindedour]] (ma kaved katoliked ha [[donatiegezh|donatigourien]]) a oa un abeg a stennadur en o riez afrikan. Harluet pe zoken e veze eskibien gatolik gant Geiseric ha lammet e veze traoù an dud lik. Ne c'hellent ket ar gatoliked labourt er melestradur. Pa veze mat an darempredoù gant Roma pe Kergustin hepken e veze gwarezet ar gatoliked - etre [[454]] ha [[457]] evit skouer, pa voe dilennet Deogratias da eskop [[Kartago]], hag etre 475 ha 476 pa gasas Viktor, eskob [[Kartenna]] un abegadenn eus an arianegezh d'ar roue he bezañ kastizet tamm ebet. Goude marv Geiseric, avat, e heske tout ar rouaned vandalat estreget [[Hilderic]] an dreindedourien tamm pe damm. Difennet e oa d'ar Vandaled da vont da gatolik hag harluet e veze alies an eskibien