Agence Bretagne Presse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Pa oa Philippe Argouac'h o labourat e [[Kalifornia]] en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e [[2000]]. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur [[rubrikenn]], dezhi an [[talbenn]] "Agence Bretagne Presse" , a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh endro e 2001 e talc'has Philippe Argouac'h da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus [[geriadur Favereau]] enlinenn ha [[renabl]] al lec'hiennoù breizhat.
 
==Endalc'hDanvez==
Adembann a ra an amzez ar c'hemennadennoù niverus-tre kaset gant ar [[kevredigezh|c'hevredigezhioù]] e [[Breizh]] (pe liammet ganti). Keleier a denn da Vreizh war ar pezh a c'hoarvez e morioù tro-war-dro Breizh a embann ivez. Renket e vez ar rubrikennoù hervez anv ar [[kêr|c'hêrioù]] bras e Breizh (8 + Pariz) hag hervez an [[tem]]où. Bez ez eus ur bajenn evit ar c'heleier e [[brezhoneg]] hag unan all e [[saozneg]].<br/>
Dispaket e vez ivez [[video]]ioù kaset gant aozadurioù pe hiniennioù zo. Sellet ouzh [http://www.abp-tv.com/ ABP TV]