Rouantelezh ar Vandaled : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 55:
==Ar fin==
 
[[Hilderic]] ([[523]] – [[530]]) a oa ar roue gouzañvusañ e-keñver ar gatoliked hag ar frankiz relijiel a roas dezho. D'ar mare-se e voe bodet senedoù-iliz e Norzh-Afrika adarre. Ne oa ket Hilderic dedennet tre gant ar brezel ha d'un ezel eus e familh, [[Hoamer]] e lezas renadur al lu. Goude ma oa bet faezhet hemañ gant ar vored, avat, e tispac'hat ar gabal arian er noblañs ha lakaat a reas [[Gelimer]] ([[530]] – [[533]]. Kaset kuit eus ar galloud ha lakaet e-barzh un toul-bac'h e voe Hilderic. E [[533]] e voe muntret.
 
Ar brezel a embannas [[Justinian]]] d'ar Vandaled abalamour d'an dra-se. Al luioù eus Impalaeriezh ar Reter a oa bleniet gant [[Belisarius]] ha tra m'edo darn vrasañ al luvo vandalat e [[Sardinia]] da stourm ouzh un emsavadeg e tilestras en [[Afrika]] an norzh kent kerzhout war-du [[Kartago]]. E fin an hañv [[533]] e arnodas [[Gelimer]] d'o arettiñ en [[Emgann Ad Decimum]]. O gounid an emgann edo ar Vandaled met lazhet e voe breur Gelimer, Ammatas, ha digalonnet e voe hemañ ha tec'hout kuit a reas.
 
[[bg:Вандалско кралство]]