Burgondia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
Goude ma oa bet distrujet o rouantelezh gentañ e voe roet rank ''foederati'' adare gant [[Aetius]] a stalias anezho e ''Sapaudia''. N'eo ket sklaer pelec'h eo ar vro-se met posupl e oa ar pezh a zo [[Savoia]] hiziv, ha war-dro [[Lugdunum]] edo o chom ar vurgonded moarvat. [[Gundioc]], mab [[Gundahar]] moarvat, a oa o roue dezho.
 
O vezañ kevreet gant [[Roma]] e stourmas ar Vurgonded asambles gant Aetius hag ar [[Vizigoted]] en [[Emgann Chaloñ]] ouzh [[Attila]] e [[451]]. Kreñv e oa ar gevread etre ar Vugonded hag ar Vizigoted war a seblant, rak Gundioc hag e vreur Chilperic I a yeas gant [[Theodoric II]] da stourm ouzh ar [[Swebed]] e [[Spagn]] e [[455]] (Jordanes, Getica, 231).
 
==Levzon war an Impalaeriezh==
 
Kemeret perzh o-defe ar Vurgonded e muntr an impalaer [[Petronius Maximus]] kent dizalbad Roma gant ar [[Vandaled]] hervez ur pennad disklaer en un destenn gant [[Sidonius Apollinaris]]. Tamallet e oa bet [[Ricimer]] ivez, hag an darvoud-se a verk al liamm kentañ etre Ricimer hag ar Vurgonded. Posupl eo e oa breur-kaer Gundioc hag eontr [[Gundobad]].
 
E [[456]] e teuas a-benn ar Vurgonded da vrasaat o zachenn en ur varc'hataat gant uhelidi roman ar vro hag e [[457]] e kasas kuit Ricimer [[Avitus]] eus an tro da lakaat [[Majorianus]] en e lec'h. Diaes da gontroliñ e oa Majorianus, avat, ha muntret e voe gant Ricimer e [[461]].
 
Dek bloazh diwezhatoc'h e lazhaas Ricimer - a oa mab-kaer [[Anthemius]] neuze - e dad-kaer asambles gant Gundobad. Dibennañ a reas Gundobad an impalaer ha [[Olybrius]] a lakaas en e lec'h. Nebeut ag amzer goude se e varvas Ricimer hag Olybrius hag en erlerc'hiañ a reas Gundobad war a seblant.
 
Da wanoc'h e yeas levezon ar Vuronded war an impalaeriezh, avat, ha didronet e voe [[Glycerius]], an impalaer anvet gant Gundobad, gant [[Julius Nepo]]. Distreiñ a reas Gundobad da <sub>v</sub>Burgondia ha disrannet e voe ar vro etrezañ hag e vreudeur [[Godigisel]], [[Chilperic II]], ha [[Gundomar I]].
 
[[Rummad:Istor Europa]]