Goteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
Ur [[yezh varv]] eo ar '''goteg''' (''*gutiska razda''), ur [[yezhoù germanek|yezh c’hermanek]] a veze komzet gant ar [[Goted|C’hoted]]. Bleuniañ a reas er [[VIvet kantved]], goude diskar an [[Impalaeriezh roman]], pa veze ar [[Wizigoted]] o ren war [[Iberia]], [[Septimania]] (kreisteiz [[Galia]]) hag [[Italia]]. Aet eo da get, met dedennus-bras eo e studi evit ar yezhourien. Kar a-bell eo d’ar yezhoù germanek zo bremañ, evel ar [[saozneg]] pe an [[alamaneg]].
 
N’eus nemet un dek bennak a skridoù e goteg, met testennioùtestenioù a bouez int rak bez int ar skridoù koshañ zo en ur yezh c’hermanek bennak. An hini brudetañ eus ar skridoù-se eo al Levr Arc’hant (''Codex Argenteus'') , zo ennañ un tamm bras eus ar pevar aviel.
 
Peogwir e voe gounezet ar C’hoted d’ar feiz [[kristeniezh|kristen]] gant [[Wulfila]], ur misioner deuet eus [[Kergustentin]], e voe skrivet ar goteg gant ul lizherenneg deveret diouzh ar gresianeg, gant arouezioù germanek (''[[runoù]]'') ouzhpenn. A-raok d’ar C’hoted treiñ da gristenien, e raent gant ''runoù''. Al lizherenneg c’hotek-se n’he deus netra da welet gant ar font [[Fraktur]], anvet a-wechoù ''goteg'', a veze implijet evit skrivañ an alamaneg etre ar [[XVIvet kantved| XVIvet]] hag an [[XXvet kantved]].