Aksoum : diforc'h etre ar stummoù

2 okted lamet ,  14 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Skeudenn:Stela aksum.jpg|thumb|right|Obeliskenn en Aksoum.]]
[[Skeudenn:Ark of the Covenant church in Axum Ethiopia.jpg|thumb|250px|Chapel [[Arc'h ar C'hevredad]]]]
 
[[Skeudenn:Axum northern stelea park.jpg]]
 
Ur gêr eus Etiopia eo Aksoum (አክሱም, Aksum), er stad kevredadel anvet [[Tigrae]] emañ. Hervez [[Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia]] ez eus 47.320 annezad o chom enni. Kêr-benn relijiel [[Iliz ortodoks Etiopia]] eo. [[Ortodoks]] eo 75% eus an Aksoumiz. Muzulmaned sunit ha kristenien all eo ar peurrest eus an annezidi. Kêr sakrañ [[Etiopia]] eo hag unan eus pennañ lec'h pirc'hirinañ ar vro. T'imk'et ([[Gouel ar Rouaned]]), d'ar 7 a viz Genver ha Maryam Zion e dibenn miz Du eo ar gouelioù relijiel pouezusañ.
Kêr-benn rouantelezh [[Aksoum]] e oa. En em ledañ a rae ar rouantelezh eus [[Yemen]] betek reter [[Soudan]]. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre [[Afrika]] hag [[Azia]].
Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ [[Aksoum]] : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù.
E norzh kêr [[Aksoum]] emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh [[Aksoum]] e roll [[glad bedel]] an [[UNESCO]] abaoe 1980.
 
E norzh kêr [[Aksoum]] emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn.
 
 
Un aerborzh zo en [[Aksoum]] (kod AITA : AXU).
 
[[Skeudenn:Axum northern stelea park.jpg]]
 
 
 
143

kemm