Burgondia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 39:
 
Hervez [[Gregor Teurgn]] e oa un brezel diabarzh e Burgondia goude distro Gundobad. Muntrañ a reas hemañ e vreur Chilperic hag e wreg hag e verc'hed en-defe harluet. War-dro 500 tra m'edo Gundobad o vrezeliñ ouzh [[Hlodwig Iañ]] e vefe bet trubardet gant e vreur [[Godegisel]] a vefe bet kevreet gant ar Franked. Godegisel ha Hlodwig o-defe faezhet Gundobad kent sezizañ anezhañ en [[Avignon]]. Gouestl e vefe bet Gundobad da sevel un arme arall ha aloubiñ a reas [[Vienne]] m'edo Godegisel hag e zalc'hidi. Lazhet e vefe bet Godegisel ha da roue nemetañ ar Vurgonded e yeas Gundobad, ar pezh a dalvez e oa marv Gundomar dija, hag-eñv n'anavezer ket pegoulz ha penaoz e oa bet c'hoarvezet.
 
Gant Hlodwig e tifachas Gundobad war a seblant, estreget ma voe rediet da vont d'e waz, rak seblantout a ra ar Vurgonded bezañ skoazellet anezhañ en o stourrm a-enep [[Vizigoted]] [[Alaric II]] e [[507]].
 
E-pad ar brezel diabarzh [[483]]-[[501]] e krogas Gundobad da genaozañ ul lezennaoueg, al [[Liber Consitutionum sive Lex Gundobada]]. An darn gentañ a oa levezonnet gant hini ar Vizigoted, met an hini eil, skrivet goude ma oa bet aet d'ar roue nemetañ a zo orineloc'h.
 
==Fin ar rouantelezh==
 
Kevreet gant ar Franked e oa ar Vurgonded da gentañ ha gant ur priñsez vurgondat [[Klotild]] e oa bet euredet [[Hlodwig Iañ]]. Goude marv Hlodwig e vroudas Klotild, merc'h Chilperic II, e vibien da argasiñ rouantelezh ar Vurgonded, a oa renet gant diskennidi muntrer e dad. Faezhet e voe roue Burgondia [[Sigismund Burgondia]] en [[Emgann Vezeroñs]] e [[524]]. Gant [[Klotaer I]] e voe douget da [[Orlean]] ha lakaet d'ar marv tu-se diwezhatoc'h. Lazhet e oa bet [[C'hlodomer]] penn al lu Frank ha dont a reas da benn erlerc'hier Sigismund, [[Gundomar]] da adaloubiñ e rouantelezh gant skoazell nerzhioù kaset gant [[Theodorik Meur]].
 
Ar brezel a gendalc'has betek [[534]] pa voe faezhet ha lazhet Gundomar gant ar Franked ha disrannet e voe rouantelezh ar Vurgonded etre an teir rouantelezh frank.
 
 
 
 
[[Rummad:Istor Europa]]
[[Rummad:Istor Bourgogn]]