Aksoum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ur gêr eus Etiopia eo Aksoum (አክሱም, Aksum), er stad kevredadel anvet [[Tigrae]] emañ. Hervez [[Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia]] ez eus 47.320 annezad o chom enni. Kêr-benn relijiel [[Iliz ortodoks Etiopia]] eo. [[Ortodoks]] eo 75% eus an Aksoumiz. Muzulmaned sunit ha kristenien all eo ar peurrest eus an annezidi. Kêr sakrañ [[Etiopia]] eo hag unan eus lec'hioù pirc'hirinañ pennañ ar vro. T'imk'et ([[Gouel ar Rouaned]]), d'ar 7 a viz Genver ha Maryam Zion e dibenn miz Du eo ar gouelioù relijiel pouezusañ.
 
Kêr-benn rouantelezh [[Aksoum]], savet er c'hantved I<sup>añ</sup>, e voe. Ur briñselezh e voe er penn kentañ. En em ledañ a reas buan ar rouantelezh eus [[Yemen]] betek reter [[Soudan]] o lonkañ ar rouantelezhioù bihan tro-dro. En he barr e voe er V<sup>vet</sup> kantved. Ur vro genwerzhel c'halloudus e voe d'ar mare-se. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre [[Afrika]] hag [[Azia]]. Ergerzhadegoù a gaso da-benn en tu al eus ar [[Mor Ruz]], evel e 571 a-enep [[Mekka]]. Ar vro gentañ a skoas moneiz en Afrika e voe.
 
Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ [[Aksoum]] : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù.
Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù [[Aksoum]] hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno.