Hendrik Geeraert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Wiki izelvroek
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
'''Hendrik Geeraert''' a zo bet ganet e Nieuwpoort d'ar [[15 Gouere|15 a viz Gouere]] [[1863]] e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]] ha marvet d'ar [[17 Genver|17 a viz Gouere]] [[1925]] e [[Brugge]].
 
Un haroz poblek mojennel eo e [[Belgia]]. Etre an daou vrezel-bed e teuas da vout an den-skwer ag eneberezh start ar siviled ouzh an aloubadeg [[Alamagn|alaman]].
 
E-doug ar [[Brezel bed kentañ]] dija, dont a reas Hendrik Geeraert da vout brudet gant soudarded [[Belgia]] drek d’an [[Ijzer]] evel ar merdead a [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]] hag a zigoras ar skluzioù en [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]] e miz Here 1914, pezh a lakaas un harzh da aloubadeg al lu [[Alaman|alaman]].
 
Hendrik a zo bet ganet en niverenn 40 ag al Langestraat e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]. E dad, Augustinus, a oa ur pesketour "ag [[Island]]" hag e vamm, Anna Veranneman, ur vatez hag un dantelerez. Hendrik a labouras evel merdead war e dra. P'edo 24 vloaz, dimeziñ a reas gant Melanie Jonckheere e [[Veurne]]: eizh bugel a c’hanas dezhe. Mervel a reas en un c'hlañvdi e [[Brugge]] d’ar [[17 Genver|17 a viz Gouere]] [[1925]] .
 
Tro hanter miz Here 1914, kejañ a reasra ouzh unanad ar brezelijinourezh [[Belgia|belgiat]] a ziwalle ar skluzioù e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]. Arvarus eo an traoù, an Alamaned a gemer [[Lombardsijde]]; tostaat a reont eus ar pontoù war an [[Ijzer]]. Divizet eo gant ar pennlu [[Belgia|belgiat]] beuziñ polder Nieuwendamme, pezh a zo bet graet gant skoazell Geeraert.
 
[[Rummad:Tud|Geeraert, Hendrik]]