Alain Bernard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: en:Alain Bernard kemmet: zh:阿兰·贝尔纳
ouzhpennañ ur pennad
Linenn 40:
}}
 
= Buhezskrid =
 
E [[2004]] n'en doa ket gallet Alain Bernard mont da [[Aten]] evit kemer perzh er [[C’hoarioù Olimpek hañv 2004|C’hoarioù Olimpek]] pa oa nammet gant ur [[mononukleoz]] hag un [[toksoplasmoz]]. Un nebeut mizioù war-lec’h, e [[2005], en doa adkroget da zaremprediñ ar poulloù ha deuet e oa a-benn da c'hounit ar c’hampionad dindan 50 eilenn [[Kampionadoù neuierezh Frañs|Kampionad Frañs 2005]]. Gounezet en doa, a-gevret gant e genvroiz, muioc’h c’hoazh, e vedalenn etrebroadel gentañ er redadeg a-eilek 4 x 50 m neuial dieub er poull bihan da-geñver [[Kampionadoù Neuierezh Europa 2005 (poull bihan)|Euro]]. E [[2006]] en doa graet berzh-kaer. Gounit a reas, evit gwir, medalennoù nevez er poull bras hag er poull bihan e-pad kampionad neuierezh Europa. E [[Budapest]] da-geñver [[kampionadoù neuierezh Europa 2006| Kampionad Europa]] en doa pignet an neuier gall war an trede derez eus ar podiom da-geñver ar redadeg a-eilek 4 x 100 m neuial dieub. Daoust m’en doa loc’het evel ul luc’hedenn ha ma oa bet an hini kentañ o peurechuiñ an hedad kentañ e gourfenn ar redadeg 100 m neuial dieub e oa en em gavet da ziwezhañ, ken start ma oa bet an traoù evitañ.
 
Un nebeud mizioù war-lerc’h en doa gounezet e vedalenn hiniennel gentañ en ur c’hampionad bras da-geñver an [[Kampionad Neuierezh Europa 2006 er poull bihan|Kampionad Europa]] er poull bihan [[Helsinki]], e-lec’h ma oa bet en trede renk er redadeg 100 m neuial dieub. Aet e oa ar maout gantañ (medalenn aour) ivez er redadeg a-eilek 4 x 50 m neuial dieub. E fin ar bloavezh 2006 ne oa ket mui Alain Bernard aotreegad e [[Klub Neuierien Marsilha|CN Marsilha]] a oa bet dilzet kuit gantañ evit dont da vezañ ezel eus [[Klub Neuierien Antibes|CN Antibes]].
 
E miz C’hwevrer 2007 en doa pilet rekord 100 m neuial dieub Frañs er poull bras e 48’’81 (rekord kozh bet pilet e 48’’97 gant [Frédéric Bousquet]]. E-pad [[Kampionadoù neuierezh ar Bed 2007]], a oa bet dalc’het e [[Melbourne]], en doa gounezet ar vedadenn arem er redadeg a-eilek 4 x 100 m neuial dieub. Siwazh dezhañ, mankout a rae 2 gantvedenn eilenn evit kemer perzh e gourfenn ar redadeg 100 m neuial.
 
E [[2007]] e oa bet aozet [[Kampionadoù Neuierezh Frañs 2007|Kampionadoù Frañs]] e [[Saint-Raphaël (Var)|Saint-Raphaël]], m'en doa pilet rekordoù Frañs er redadeg 50 m ha 100 m neuial dieub. Gounezet en doa ar redadeg 50 m e 21’’76, ar pezh a ya d'ober an trede kasadenn graet er bed, gant 12 kantvedenn dale eus un eilenn war ar Rusian [[Alexander Popov]] a oa er renk kentañ. Evit an trede gwech en un nebeud mizioù en doa skoet rekord Frañs d’an traoñ e 48’12 ivez er redadeg 100 m e-pad ar c’hampionadoù-se. Deuet e oa, gwelloc’h c’hoazh, da vezañ an eil neuier herrañ eus an istor gant ar rekord-se. <ref>[http://www.lequipe.fr/Aussi/breves2007/20070625_182343Dev.html « Natation - ChF - Énorme Alain Bernard ! »], ''L'Équipe'', [[25 juin]] [[2007]].</ref>.