Diforc'hioù etre adstummoù "Éamonn Ceannt"

1 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Robot ouzhpennet: gv:Éamonn Ceannt)
Aze Ceannt a deuas da vezañ disachet gant ar strolladoù sevenadurel hag ar stourm broadel iwerzhonat. Dont a reas da vezañ un ezel eus ar [[Gaelic League]] (adalek e zonedigezh er gevredigezh e cheñchas stumm e anv "Edward" evit kemer ar stumm e [[iwerzhoneg]]: "Éamonn") ha dont a reas da vezañ un dreist c'hoarier a [[uilleann pipes]]. Mont a reas da c'hoari eus ar benveg-se dirak ar Pab [[Pius X]]. Labourat a reas e kontouriezh an Dublin Corporation.
 
War-dro 1913 e deuas da vezañ un ezel eus an [[Irish Republican Brotherhood]], ha diwezhatoc'h unan eus krouerien an [[Irish Volunteers]]. Ceannt oa unan eus izili kuzul milourel evit aozadur [[emsavadeg Pask]] e [[1916]], ha sinañ a reas gant ar re all embannadenn ar Republik. Lakaet e oa bet e penn 4vet batailhon ar Volunteers, hag e pad an emsav e oa staliet e Su Dublin Dublin Union hag e-kichenn strilherezh Marrowbone Lane gant muioc'h hag ur c'hantved den stag ouzh e aotrouniezh (e eil-a-gamp oa [[Cathal Brugha]] ha [[William Thomas Cosgrave]]). E vagad-stourm a vevas kalz a emgannoù e-pad ar sizhunvezh, met reiñ a reas e zilez d'ar saozon pa z'eo bet goulennet dezho gant ar gomandant [[Patrick Pearse]]. Tachennoù ha savadurioù dalc'het gant Ceannt zo e touez a re nemeto da non-paz bezañ bet tapet gant ar saoznsaozon (gant Milin Boland dalc'het gant [[Éamon de Valera]]).
 
Ceannt a zo bet toull-bac'het e Kilmainham betek ma vefe kaset d'ar marv an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1916]], pa oa 34 bloaz.
1 083

modifications