Hendrik Geeraert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
D Tost klok
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Tro hanter miz Here 1914, kejañ a ra ouzh unanad ar brezelijinourezh [[Belgia|belgiat]] a ziwalle ar skluzioù e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]. Arvarus eo an traoù, an Alamaned a gemer [[Lombardsijde]]; tostaat a reont eus ar pontoù war an [[Ijzer]]. Divizet eo gant ar pennlu [[Belgia|belgiat]] beuziñ polder Nieuwendamme ([[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]) , pezh a zo bet graet gant skoazell Geeraert.
 
Ne voe ket trawalc'h: divizet eo d'an [[26 Here|26 a viz Here]] beuziñ ar vro etre [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]] ha [[Diksmuide]]. Karel Cogge a ro e skoazell. N'eo ket efedus an taol kentañ. Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat da zigeriñ dor bras an Noordvaart (''Kanol an Norzh'') er ''Ganzepoot'' e [[Nieuwpoort (Flandrez)|Nieuwpoort]]: graet eo d'an [[29 Here|29 a viz Here]]. Al lu [[Alamagn|alaman]] a rank kilañ en ur lezel dafar-brezel ha korfoù-marv soudarded war e-lerc'h.
 
Roet e voe da Hendrik Geeraert Kroaz Marc'heg Urzh [[Leopold Iañ a Velgia|Leopold]] (en [[izelvroeg]] : ''Leopoldsorde'', e [[galleg]]: ''Ordre de Léopold''), uhelañ urzh milourel [[Belgia]]; dibaot-tre eo evit un den nann-soudard.