Berlin-Mitte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
 
E- kreiz karterioù istorel [[Berlin]] emañ Mitte. Pa oa rannet [[Alamagn]] e oa Mitte eus tu ar reter. E [[2001]] eo bet kenteuzet gant daou garter all, [[Tiergarten]] ha [[Wedding]] (an daou anezho a oa eus tu ar c’hornôg).
E Mitte e c’haller gwelout savadurioù arouezius eus [[DDR]] ([[Alexanderplatz]], [[FernsehenturmFernsehturm]], [[Palast der Republik]]). Hag ivez bali [[Unter den Linden]], hag a gas betek [[Brandenburger Tor]] hag ar c’hañsellerdi. Brudet eo ivez Mitte peogwir e kaver ennañ ar Museumsinsel ([[Enezenn ar mirdioù]]), enni lod brasañ mirdioù pouezusañ [[Berlin]], evel ar [[Bode Museum]], hag ar [[Berliner Dom]] (iliz-veur).
E Mitte emañ ivez skwat brudetañ [[Berlin]], anvet [[Tacheles]]. Ur savadur 5 estaj eo, ul lodenn a zo bet nevesaet. Ur stal vras a oa, bet savet e [[1920]]. Tro-dro d’ar savadur ez eus ul liorzh, enni delwennoù. Stank eo an douristed a ya da weladenniñ [[Tacheles]] hag ar stalioù arzourien a gaver ennañ.