Luc'heilerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 55:
 
Al luc'heilerezioù 'zo ardivinkoù e vez red c'hoazh ober dezhe un [[dalc'hen e-ratre]] (pe [[kas en dro]]) alies. Pezhioù 'zo da vezañ kemmet ingal (ar c'helorn, an unvez diorren, ruilhioù ar forn) hag e ranker naetaat ur wech an amzer ar ruzerezioù (a gemer ar paper er c'hasedoù) kuit e vefe re a stonkadurioù a-hed amred ar paper (stonkadur 'vez graet deus ur follenn baper o teukañ e-kerz he amred e-barzh al luc'heilerez). Tud 'zo 'vez stummet a-ratozh evit al gefridi-se : kalvezourien pe teknikourien Servij Goude ar Werzh (pe SAV e galleg).
 
Gant an holl luc'heilerezioù e vez kavet enne ur [[konter|c'honter]] a dalvez da c'hoût pet luc'heilennoù a zo bet graet gante hag ivez war an dro da fakturiñ ar pratikoù, ar re-se da paeañ ur gevrat kas en dro hervez an niver a luc'heilennoù graet gante.
 
War gresk ec'h aio an niver a luc'heilerezioù luget oute [[modem]]où [[GPRS]] a ro lañs d'ar "pellgas en dro". Gand an benveg-se ez 'eus tu evit an ardinvik en em gevreañ ouzh ur servijer a-ziabell ha dreuzkas dezhañ peseurt skoilh a c'hellfe c'hoarvezout gantañ. Er mod-se ec'h anavezo ar servij dalc'hen e-ratre e ranko hanterañ hep ma vefe red d'an arveriad pellgomziñ hag en dazont adingalañ al luc'heilerez a-ziabell evit kudennoù elektronek dreist-holl.