Ernst Röhm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Ernst Röhm''' (28 a viz Du 1887 e München - lazhet d'an 2 a viz Gouere 1934 e toull-bac'h Stadelheim (München)), a oa un ofiser alaman, ha krouer [[Sturmabteilu...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
E [[1921]] e voe skarzhet [[Anton Drexler]] gant [[Adolf Hitler]], hag eñ en em gavas e penn ar strollad. Gant Hitler e voe aozet ar strollad en-dro gant ar pal kaout muioc'h a izili. Adprenañ a reas ivez ur gelaouenn sizhunek anvet [[Völkischer Beobachter]].
Asambles gant Röhm e savjont [[Sturmabteilung|SA]] (ar rochedoù gell), gant ar pal kaout ur servij-urzh evit o strollad.
 
E miz Du 1923 e klaskas Hitler diskar gouarnamant Bayern. Gouzout a rae a-walc’h e oa aet skuizh an Alamaned gant aloubadeg ar Ruhr gant amre Bro-C’hall ha hini Belgia. Anvet eo an taol-se “putsch an davarn”, met ne zeuas ket a-benn Hitler, neuze e voe kaset d’an toull-bac’h e-pad 13 miz. Röhm az eas da repuién e Bolivia.
 
Galvet e voe en-dro gant Hitler goude berzh ar strollad nazi e dilennadegoù miz Gwengolo 1930, hag adkemer a reas SA e karg. A-benn 1932 e voe war-dro 400 000 den e SA, met wgelet fall e voent gant an dud abalamour d’o doareoù feulst, ar pezh a lakaas disoc’hoù NSDAP en dilennadgeoù da ziskenn.
 
 
Fellout a rae da Ernst Röhm kas pelloc’h an dispac’h en ur lakaat e grabanoù war [[Reichswehr]], hag en ur lakaat SA da vezaén aozadur armet tu kleiz NSDAP.
Kemend-se a zisplijas da [[Hermann Göring]] (prezidant ar Reichstag]]) ha da [[Heinrich Himmler]] (penn SS), neuze e kendrec’hjont Hitler e oa Röhm o kavailhañ a-enep dezhañ. Adalez [[1932]] e oa savet reuz etre Röhnm ha Hitler, pa oa tostaet hemañ eus pennoù bed an ekonomiezh hag eus ar strolladoù kilstourmer, gant ar pal tapout prezidantelezh ar vro.
 
== Nozvezh ar C’hontilli Hir ==
 
E penn-kentañ [[1934]] e tivizas [[Adolf Hitler]] en em zizober diouzh [[SA]] hag unvaniñ [[NSDAP]] war-un-dro.
E-pad an noz etre an 29 hag an 30 a viz Even [[1934]] e krogas [[SS]], gant sikour an arme, da herzel enebourien hag izili [[SA]] en Alamagn a-bezh.
 
Himmler ha [[Reinhard Heydrich]], (hemañ e penn servij surentez SS) a aozas neuze un teuliad ennañ prouennoù faos diwar-benn ar fet en dije resevet Röhm 12 milion mark a-berzh Bro-C’hall gant ar pal diskar Hitler. “Dizoloet” e voe an teuliad d’ar 24 a viz Even gant pennoù bras [[SS]], ha diwar an teuliad e voe tamallet ouzh Röhm bezañ un treitour a-enep d’ar gouarnamant.
D’an 30 a viz Even da 6 eur 30 mintin ec’h en em gavas Hitler e ostaleri Hanselbauer e [[Bad Wiessee]], enni e oa boas SA d’en em vodañ e-pad o frantadoù vakañsoù. Mont a reas e kambr Röhm hag e lavaras dezhañ e oa un treitour hag e oa harzet diouzhtu.<ref>{{en}} Ian Kershaw, ''Hitler : 1889–1936 Hubris'', New York : W. W. Norton & Company, 1999, p. 517, p. 727</ref>. Hitler az eas da welout ur gambr all<ref> Heinz Höhne, ''L'ordre noir, Histoire de la SS'', Casterman, Tournai, 1972, pp 78-79</ref> : enni e kavas [[Edmund Heines]], penn bras SA [[Breslau]], hag anat e oa en doa hemañ tremenet an nozvezh gant un SA oadet a 18 vloaz.
<ref>[[Joseph Goebbels]] a implijas an dra-se goude-se a-benn diskouez e oa dleet stourm a-enep da emzalc’h divalav izili SA gw. {{en}} I. Kershaw, ''op. cit.'', p. 514</ref>.
 
E-pad ur pennad e voe bac’het Röhm e toull-bac’h Stadelheim e [[München]], peogwir ne ouie ket Hitler petra ober gantañ, dre m’en doa Röhm sikouret kalz ar strollad nazi. Ne oa ket tu da virout Röhm en toull-bac’h e-pad pell, na d’e gas d’an estrenvro, na da aozañ ur prosez, rak marteze e vije bet dizoloet ar wirionez. Dindan levezon Göring, Himmler ha Heydrich e tivizas Hitler e vefe lazhet Röhm.
 
D’an 2 a viz Gouere ez eas [[Theodor Eicke]], (penn kamp-kreizennañ [[Dachau]]) ha [[Michel Lippert]] da welout Röhm en toull-bac’h. Kemend-se a rejont diwar urzh Hitler.
Ur bistolenn garget a rojont dezhañ, ha niverenn ziwezhañ ar gelaouenn''[[Völkischer Beobachter]]'', en ur zisplegañ dezhañ en doa dek munutenn evit en em lazhañ. Röhm a nac’has hag a lavaras
«ma rankan bezañ lazhet, laoskit Adolf hen ober e-unan»<ref>{{en}}William L. Shirer, ''The Rise and Fall of the Third Reich'', New York : Simon and Schuster, 1960, p. 221</ref>. Gur wehc tremenet an dek munutenn ez ejont da welout anezhañ en-dro. Gerioù diwezhañ Röhm a voe « Ma Führer, ma Führer », hag Eicke a respontas « Dav e oa soñjal en se abretoc’h, bremañ ez eo un tammig re ziwezhat »<ref>Heinz Höne, ''op. cit.'', p. 84</ref>. Lippert a lazhas anezhañ.
 
Ez-ofisiel e voe lazhet Röhm peogwir e oa heñvelreizh, met biskoazh ne fellas da Hitler e oa heñvel emzalc’h pennoù bras [[NSDAP]] pe hini izili Yaouankizoù hitlerian <ref>Harry Oosterhuis, ''Medecine, Male Bonding and Homosexuality in Nazi Germany, Journal of Contemporary History, Vol. 32, N°2 (miz Ebrel 1997), p.187-205</ref>. Evit pennoù bras [[NSDAP]] e prouas marv Röhm e oa Hitler ouzhpenn ur c’hañseller, ur Führer e oa da vat. An Alamaned a gredas muioc’h e NSDAP, al lod brasañ anezho a soñjas en doa Hitler adlakaet urzh er vro<ref>{{en}} Ian Kershaw, ''The « Hitler Myth » : Image and Reality in the Third Reich'', Oxford University Press, 2001, p. 87</ref>.
 
 
[[Rummad:Trede Reich]]